Banniel Danmark
| ||
Kenfeurioù: | 28:37 | |
Kod bannielouriezh | ||
Anv (pe lesanv): | Dannebrog | |
Degemeret e | 1625 (ent-ofisiel) | |
Livioù |
Banniel Danmark, lesanvet Dannebrog, zo ruz gant ur groaz wenn ; div vrec'h ar groaz n'emaint ket e-kreiz met tostoc'h d'an tu diabarzh, ma vez staget ar banniel. Ur groaz evel-se a gaver ivez war bannieloù ar stadoù all zo e Skandinavia (Sveden, Norvegia, Finland hag Island) ha war bannieloù broioù bihanoc'h (Inizi Faero, Inizi Åland...). En amzer ma oa unanet Danmark ha Norvegia (1536 – 1814) e veze implijet an Dannebrog e Norvegia ivez. N'eo nemet e 1821 e voe degemeret ent-ofisiel banniel Norvegia.
Banniel Danmark eo ar c'hoshañ banniel er bed zo implijet c'hoazh evit ur stad[1]. Ar roudoù koshañ anezhañ a gaver er XIVvet kantved. A-raok an amzer-se e veze implijet ur banniel warnañ skeudenn ur vran e Danmark, evel e broioù all Skandinavia.
Orin ar banniel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ur vojenn hollanavezet e Danmark, e vije kouezhet ar banniel-se eus an oabl e-pad Emgann Lyndanisse, anavezet ivez evel Emgann Valdemar. Eno e oa soudarded Danmark, renet gant o roue Valdemar II, oc'h en em gannañ a-enep tud ar vro, e-kichen Lyndanisse (Tallinn) en Estonia, d'ar 15 a viz Mezheven 1219. Kouezhet e vije ar banniel eus an neñv e-touez tud Danmark ha trec'h e vijent bet war o enebourien goude-se abalamour da se.
N'eus prouenn ebet eus kement-se avat hag ar skridoù kentañ diwar-benn ar vojenn-se a voe skrivet ouzhpenn 300 vloaz goude an emgann.
Sur a-walc'h e oa ar banniel-se un arouez kristen, evel ma veze implijet stank en amzerioù-se, dreist-holl e-pad Brezelioù ar Groaz.
Bannieloù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bannieloù Bro-Skos ha Katalonia zo koshoc'h war a seblant, met n'eo ket anavezet an div vro-se da stadoù dizalc'h evit ar mare.