Bar ha bat mitzvah
Ar bar mitzvah ((he) בַּר מִצְוָה) zo ul lid dont war an oad evit ar baotred tra ma'z eo ar bat mitzvah ((he) בַּת מִצְוָה; distagadur achkenaz : bas mitzveh) ul lid dont war an oad evit ar merc'hed, er yuzevegezh.
Hervez al lezenn yuzev, pa vez tapet 13 vloaz gant ur paotrig e vez atebeg eus e oberoù ha dont a ra da var mitzvah. Ur plac'h a zeu da vat mitzvah da 12 vloaz hervez ar yuzevegezh reizhkredour ha mirour ha da 13 vloaz hervez ar yuzevegezh adreizhet. A-raok an oad-se e vez atebeg an dud eus oberoù o bugale. Goude an oad-se o devez karg ar vugale da ren o buhez diouzh an hengoun, al lezenn hag an etik yuzev ha droed o devez da gemer perzh en holl zoareoù ar vuhez kumuniezhel yuzev. Ouzhpenn an dra-se e c'hell bezañ kontet evel perzh ar minyan, an niver-ret evit kas ur servij-pediñ da benn, ha gallout a ra kas pedennoù gant ar gumuniezh.
Meneget eo ar bar mitzvah en Talmud hag er Mishnah. An oad a 13 vloaz evit ar baotred hag a 12 vloaz evit ar merc'hed zo meneget e mammennoù klasel evel an oad ma c'heller komañs da yuniñ da Yom Kippour ha klotañ a ra tamm pe damm gant ar gaezouregezh. Aozañ a reer al lid d'ar Chabat kentañ goude deiz-ha-bloaz ar plac'hig pe ar paotrig.