Bibl
Iskevrennad eus | sources of law |
---|---|
Anv | ꠀꠡꠝꠣꠘꠤ ꠇꠤꠔꠣꠛꠣꠁꠘ |
Relijion | kristeniezh |
Seurt oberenn | Teskad |
Tachenn | lennegezh relijiel, testenn relijiel |
Yezh an oberenn pe an anv | Biblical Hebrew, arameeg, Koine Greek |
Lec'h an istor | Reter-Kreiz |
Roll an tudennoù | list of biblical characters |
Dewey Decimal Classification (works and editions) | 220 |
Abeg pennañ | revelation |
Studiet gant | biblical studies |
Dezverket dre | biblical inspiration |
References work, tradition or theory | purity of the heart |
Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.
Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.
Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.
An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger Bibl a zeu eus ar ger gregach βιϐλία (ta biblia), un anv-kadarn lies hag a dalv kement hag « al levrioù », ar pezh a ziskouez eo liesseurt e orin. Tremenet eo d'ar brezhoneg dre ar ger latin bíblia, "levr", ha deuet evel-se da vout ur ger unan. Ul levr tev ez eo : ul levraoueg evit gwir, peogwir e konter 72 lodenn en Testamant Kozh.
An Testamant Kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Bibl hebraek[1] e kaver 24 levr (39 diwar ar 46 eus ar Bibl degemeret gant an Iliz Katolik) renket e teir lodenn hag en un doare disheñvel diouzh hini Bibl ar Gatoliked.
- I – AL LEZENN (Ar pemp levr)
- Ar C'heneliezh
- An Ermaeziadeg
- Al Leviegezh
- An Niveroù
- An Adlezenn
- II – AR BROFEDED
A.
- Levr Yehoshoua pe Jozue (Iosue e latin)
- Levr ar Varnerien
- Levr Ruth
- Levrioù Samuel, Levr kentañ Shmouel (Samuel e latin) hag Eil Levr Shmouel en ul levr hepken
- Kentañ Levr ar Rouaned hag Eil Levr ar Rouaned en ul levr hepken
B.
- Yeshaia (Isaia e latin)
- Yirmia (Jeremia e latin)
- Yehezkel (Ezechiel e latin)
- An Daouzek profed "bihan" : Hoshea (Hosea e latin), Yoel (Joel e latin), Amos (Amos e latin), Ovadia (Obadia e latin), Yona (Jona e latin); Mic'ha (Micha e latin), Nahoum (Nahum e latin), Havakouk(Habakuk e latin), Sefania (Zephania e latin), Hagai (Haggai e latin), Zec'haria (Zecharia e latin), Malac'hi (Malachia e latin)
- ♦ Notenn : re embannadur ar Bibl gant an Tour-tan eo stummoù an anvioù.
- III – AR SKRIDOÙ
- Levr ar Salmoù
- Levr Job
- Levr ar C'hrennlavarioù
- Rout
- Kanenn ar C'hanennoù
- Ar Prezeger (Kohelet)
- Levr ar C'heinvanoù
- Levr Ester
- Daniel
- Levr Ezra ha Levr Nehemia
- Levrioù an Danevelloù
- ♦ Notenn : ne vez dalc'het er Bibl hebraek nemet al levrioù bet skrivet ha miret en hebraeg.
Evit ar gatoliked e vez renket an Testamant Kentañ (an Testamant Kozh) en un doare all, ha kavout a reer ennañ skridoù all bet skrivet pe miret e gresianeg, 46 levr en holl.
- I – Pemp levr al Lezenn
- II – Al Levrioù istorel
Levr Jozue • Levr ar Varnerien • Levr Rout • Daou levr Samuel • Daou levr ar Rouaned • Daou levr an Danevelloù • Levr Ezra • Levr Nehemia • Levr Tobit • Levr Youdit • Levr Ester (gant al lodenn c'hresianek) • Daou levr ar Vakabeed.
- III – Al Levrioù a varzhoniezh hag a furnez
Levr Job • Ar Salmoù • Ar C'hrennlavarioù • Ar Prezeger (Kohelet) • Kanenn ar C'hanennoù • Levr Ar Furnez • Furnez Sirac'h.
- IV – Al Levrioù profedel
Yeshaia • Yirmia • Levr ar C'heinvanoù • Levr Barouc'h • Yehezkel • Daniel (gant al lodenn c'hresianek) • Hoshea • Yoel • Amos • Ovadia • Yona • Mic'ha • Nahoum • Havakouk • Sefania • Hagai • Zec'haria • Malac'hi.
An Testamant Nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne gaver an Testamant Nevez nemet er Bibl kristen ; 27 levr zo ennañ.
- Ar pevar aviel, a zezrevell buhez Jezuz
- Aviel Mazhev (Mz)
- Aviel Mark (Mk)
- Aviel Lukaz (Lk)
- Aviel Yann (Yn)
- Oberoù an Ebestel (Ob), ma weler Pêr ha Paol o tont da vezañ harozed ar relijion gristen
- Lizheroù an Ebestel
- Lizheroù Paol da gentañ-penn, ar re niverusañ :
- Al lizher d'ar Romaned (Rom)[2]
- Al lizher kentañ d'ar Gorintidi (1 Kor)[3]
- An Eil lizher d'ar Gorintidi (2 Kor)[4]
- Al lizher d'ar C'halated (Gal)[5]
- Al lizher d'an Efezidi (Ef)[6]
- Al lizher d'ar Filipidi (Fil)[7]
- Al Lizher d'ar Goloseidi (Kol)[8]
- Al lizher kentañ d'an Desalonikidi (1 Tes)[9]
- An eil lizher d'an Desalonikidi (2 Tes)[10]
- Al lizher kentañ da Dimoteoz (1 Tim)[11]
- An eil lizher da Dimoteoz (2 Tim)[12]
- Al lizher da Ditoz (Tit)[13]
- Al lizher da Filemon (File)[14]
- Al lizher d'an Hebreed (He)[15]
- Lizheroù an ebestel all, anvet ivez al Lizheroù katolik :
- Lizher Sant Jakez (Jak)[16]
- Lizher kentañ Sant Pêr (1 Pêr)[17]
- Eil lizher Sant Pêr (2 Pêr)[18]
- Lizher kentañ Sant Yann (1 Yn)[19]
- Eil lizher Sant Yann (2 Yn)[20]
- Trede lizher Sant Yann (3 Yn)[21]
- Lizher Sant Jud (Jud)[22]
- Lizheroù Paol da gentañ-penn, ar re niverusañ :
- An Diskuliadur, skrivet gant Yann, a gemenn fin ar bed.
Ar Bibl e brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1827 e oa bet embannet an droidigezh kentañ eus an Testamant Nevez, troet gant Yann-Frañsez ar Gonideg, war c'houlenn pastored eus Kembre, Thomas Price ha David Jones. Un droidigezh eus ar Bibl en e bezh gant ar Gonideg a voe embannet e 1866, goude e varv.
- E 1847 e voe embannet e Brest un droidigezh eus an Testamant Nevez gant ar pastor kembreat John Jenkins (1807-1872), a voe adembannet meur a wech. Sikouret e oa bet gant Gwilherm Rikou, ha harpet gant Kevredigezh ar Bibl war an douar bras.
- E 1853 e voe embannet un Testamant Nevez katolik, Testamant neve eus hon Otro hac hon Salver Jesus-Christ, lakaet e brezhoneg gant ur beleg eus Treger, da enebiñ ouzh hini Jenkins. Ne ouzer ket ervat gant piv e oa bet graet an droidigezh, marteze gant an aotrou Jozef Joubin, person Lanrodeg, pe gant Leméhaussé[23].
- E 1866 e voe embannet troidigezh ar Gonideg, Bibl santel pe levr ar skritur sakr, troet diwar al latin etre 1829 ha 1835, embannet e teir lodenn (levr kenta levrenn genta, levr kenta eil levrenn, eil levr), e ti Prud’homme, e Sant-Brieg.
- E 1883 e voe embannet troidigezh an Testamant Nevez adarre, graet gant ar pastor protestant Gwilh ar C'hoad (1845-1914). Ar Bibl en e bezh a voe troet gantañ goude, hag embannet e 1897 gant an Trinitarian Biblical Society, eus Londrez, en anv "Unvaniez Drinderian ar Bibl evit ar Vretouned". Liv brezhoneg Treger, ar yezh kaozeet gant Gwilh ar C'hoad, a gaver war an droidigezh-se. E 2004 e oa bet embannet ur stumm adwelet eus an Testamant Nevez, gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev hag e Breizh, a zo un aozadur kristen protestant avielour.
- Etre 1953 ha 1981 e voe embannet gant Maodez Glanndour e levrigoù liestennet hag e ti Al Liamm ul lodenn eus an Testamant Kozh hag an Testamant Nevez en e bezh gant ur skipailh troerien, beleion gatolik, renet gant Maodez Glanndour. Troet eo diwar an destenn c'hresianek eus ar Bibl (Septuaginta).
- Etre 1960 ha 1975 e voe embannet 25 levrig liestennet eus un droidigezh ger-ha-ger eus ar Bibl en hebraeg gant Pêr ar Gall.
- Etre 1981 ha 1986 e voe embannet e ti An Tour-Tan un droidigezh nevez eus an Testamant Kozh gant Job Lec'hvien ha Pêr ar Gall, pemp levrenn dezhi. Un droidigezh ger-ha-ger eo tost da vat, diwar an destenn hebraek, p'o deus klasket an droerien mirout urzh ar frazennoù hebraek an aliesañ m'o deus gallet ober.
- Etre 1982 ha 1988 e voe embannet un droidigezh nevez eus an Testamant nevez evit al liderezh hag ar bastorelezh, gant "Kenvreuriez ar Brezoneg" Eskopti Kemper ha Leon (dindan ren Aotrou 'n Eskob Visant Fave) : Aviel Jezuz-Krist e 1982, gant ti-embann Ar Skol dre Lizer ; Testamant Nevez - eil lodenn e 1988, gant Kenvreuriez ar Brezoneg.
- E 2002 e voe embannet gant Ti embann Minihi Levenez An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver troet gant Pêr Guichou. Un droidigezh diwar ar gresianeg ez eo, kempennet en ur brezhoneg na vefe ket re uhel, pegwir e felle da Bêr Guichou bezañ tost da destenn c'hresianek an Testamant Nevez.
- Adalek 2012 e labour Emglev An Tiegezhioù da sevel ur Bibl a heuilh testenn an Iliz katolik, an Nova Vulgata, diwar troidigezhioù diembann Maodez Glanndour, troidigezhioù Klerg evit an Testamant Kozh, ha labour an Tour-Tan, adwelet ha difaziet, evit an anvioù divoutin pergen. Diembann eo evit poent met he c'havout a c'heller war lec'hienn Emglev An Tiegezhioù.
- E 2018 eo bet embannet ar Bibl en e bezh gant an ti-embann Penkermin, diwar labour Maodez Glanndour, Marsel Klerg, an Tad Medard, Gwilherm Dubourg, Marsel ar C'hollo, Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Ur raklavar a-berzh an aotrou 'n eskob Denis Moutel, eskob Sant-Brieg ha Treger, a gaver el levr. An embannadur-mañ zo disoc'h ul labour kenaozañ graet gant Job Lec'hvien hag ul labour azgweladur gant Tiegezh Santez Anna. Ar Bibl klok kentañ, e stumm ul levr hepken, bet moullet a-berzh katoliked an hini eo[24].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Troidigezhioù ar Bibl e brezhoneg
- Bibl ar Gonideg e Wikimammenn
- Bibl Yann Frañsez ar Gonideg (Testamant Kozh) lakaet e skolveurieg.
- Ar Bibl e brezhoneg (katolik), lakaet e skolveurieg
- Unvaniezh ar Bibl en Anjev hag e Breizh
- Ar Bibl protestant e brezhoneg
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Troet gant Per ar Gall ha Job Lec'hvien, An Tour-Tan, 1981, p.1 ; gant an droienn Bibl hebreek eo e ra Maodez Glanndour e p. 5 levr Izaia, embannet e 1981 gant Al Liamm.
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 357-385
- ↑ Op. cit., pp. 387-413
- ↑ Op. cit., pp. 415-432
- ↑ Op. cit., pp. 433-443
- ↑ Op. cit., pp. 445-454
- ↑ Op. cit., pp 455-462
- ↑ Op. cit., pp 463-469
- ↑ Op. cit., pp 471-477
- ↑ Op. cit., pp 479-482
- ↑ Op. cit., pp 483-490
- ↑ Op. cit., pp 491-496
- ↑ Op. cit., pp 497-500
- ↑ Op. cit., pp 501-502
- ↑ Op. cit., pp 503-528
- ↑ Op. cit., pp 534-544
- ↑ Op. cit., pp 545-552
- ↑ Op. cit., pp 553-557
- ↑ Op. cit., pp 559-567
- ↑ Op. cit. pp 569-570
- ↑ Op. cit. pp 571-572
- ↑ Op. cit. pp 573-575
- ↑ Leoriou ar baradoz, Yann Celton, 2002, p. 19
- ↑ Ar bibl troet e brezhoneg, Penkermin, 2018.. (ISBN 978-2-9541574-0-5)