Chug-frouezh
Ar chug-frouezh zo un evaj graet dre waskañ pe meizhiañ frouezhennoù zo (en o zouez orañjez, avaloù, rezin, ananaz, tomatez, mangez, pampel, kastrilhez ha greunaval).
Evel just e c'haller koublañ meur a frouezhenn da gaout ur chug "liesfrouezhennoù", da skouer orañjez-pampel pe c'hoazh avaloù-kastrilhez.
Chug ar suraval hag ar suraval glas a vez implijet e kalz broioù da geginañ.
Un evaj yac'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Leun a vitamin C eo ar chug-frouezh. Ar chug kastrilhez a vez evet da ziwall diouzh kontammadurioù ar c'hwezigell.
Al lezennadur hervez ar broioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al lezennadur e Frañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa vez skrivet "jus de fruit", se a dalv eo arabat lakaat dour pe danvez-mirout ouzhpenn (peotramant e vez anv un "nectar"). Ma eo ar chug "à base de concentré" avat e c'hall bezañ sukr lakaet ouzhpenn e-barzh, gant ma vez skrivet en ur mod sklaer.
An "nectar" zo chug-frouezh, "à base de concentré" peurvuiañ, gant yod frouezh (etre 25 ha 50 % da nebeutañ), dour ha sukr.