Commission internationale permanente pour l'épreuve des armes à feu portatives
Ar Commission Internationale Permanente pour l'épreuve des armes à feu portatives (anvet boaz C.I.P.) (Bodad etrevroadel pad evit amprouiñ an armoù-tan hiniennel), zo un aozadur dreistbroadel savet e 1914 gant Joseph Fraikin. E gendivizad diwezhañ a zo bet sinet gant pevarzek Stad e 1969. E Belgia emañ skouerenn orin an diell-mañ.
Palioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar C.I.P. a sav reolennoù evit lakaat amprouadennoù boutin etre ar broadoù war an armoù-tan hiniennel hag o munisionoù, evit ma vo kemm-ouzh-kemm doareoù-labour o eskemmezioù-amprouiñ ha talvoudus o stampilhoù-amprouiñ en holl vroadoù.[1] Gant se e vez aesaet ar c'henwerzh armoù ha munisionoù ha bihanaet ar riskl gwallzarvoudoù.
Mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bep daou vloaz en em vod ar C.I.P. en unan eus ar broioù ezel. An divizoù votet a rank bezañ peurwiriekaet gant ar broioù-mañ ha dont da vezañ lezennoù enne. Burev-pad ar bodad a zo en École royale militaire e Brusel. Pep Stad ezel he deus ur strollad-labour enni renerien an eskemmezioù-amprouiñ ha meur a zen barrek war an armoù-tan. Budjed mont en-dro ar C.I.P. eo 10.000€ bep bloaz a-berzh pep Stad ezel.[1]
Pa sav ur produer-armoù un doare arm pe ur munision nevez e vez amprouet e arnodva ar C.I.P. e Brusel[1] evit termeniñ e berzhioù teknikel. Ur fichenn a vez savet war an dafar, warni muzulioù an dafar nevez ha roadennoù teknik : evit ar munision eo da skouer gwask ar gazoù produet, tizh mont er-maez e beg ar c'hanol pe e energiezh.
Gellet a ra ivez ar C.I.P. amprouiñ galloud-herzel danvezioù 'zo d'ar boledoù diwar-c'houlenn embregerezhioù a bep seurt.
Stadoù ezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alamagn
- Aostria
- Belgia
- Chile
- Emirelezhioù Arab Unanet
- Finland
- Frañs
- Hungaria
- Italia
- Rouantelezh-Unanet
- Rusia
- Slovakia
- Spagn
- Tchekia
Stadoù-Unanet Amerika zo dezhe ur statud arsellerien. Eno eo ar SAAMI (Sporting Arms and Ammunition Manufacturers' Institute) a ra war-dro al labour amprouiñ an armoù-tan. Kenlabourat a ra ar SAAMI hag ar CIP evit ma vo doujet ouzh ar memes normoù er bed.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr)(en)(de)(es) Lec'hienn ar CIP
- (en) Lec'hienn ar SAAMI