Deiz an Hangeul
Deiz an Hangeul | |
---|---|
Hangeul: | 한글날 (RK) / 조선글날 (RDPK) |
Hanja: | (hini ebet) / 朝鮮글날 |
Romanekadur reizhet: | Hangeullal / Joseongeullal |
McCune-Reischauer: | Han'gŭllal / Chosǒn'gŭllal |
Deiz an Hangeul — anvet ivez Deiz embannidigezh an Hangul pe c’hoazh Deiz lizherenneg ar c’horeaneg — a vez graet eus un devezh lid a gouna an deiz ma voe ijinet hag embannet an Hangul, da lavaret eo lizherenneg dibar ar c’horeaneg, gant ar roue Sejong Veur. Lidet e vez d'an 9 a viz Here e Sukorea ha d'ar 15 a viz Genver e Norzhkorea.
Hervez kronikenn ar roue Sejong, eo bet disklêriet an Hunmin Jeongeum, an teul ma tispleger al lizherenneg nevez savet gant ar roue Sejong, en navet miz eus an deiziadur loarel e 1446. E penn kentañ e oa bet roet anv an teul-se, Hunmin Jeongeum, d'al lizherenneg hec'h-unan.
E 1926 eo bet lidet gant kevredigezh an Hangeul deiz-ha-bloaz an 8vet kelc’hiad ha tri-ugent (480vet bloavezh) eus disklêriadur an Hangul da zeiz diwezhañ an navet miz eus an deizadur loarel a zo d'ar 4 a viz Du en deiziadur gregorian. Disklêriet eo bet gant izili ar gevredigezh kentañ deiz lid ar "Gagyanal(가갸날)". Dont a ra an anv-mañ diwar "Gagyageul(가갸글)", un termen poblek hengounel evit Hangul a glot gant un doare dibunañ mnemoteknek a grog gant "gagya geogyeo(가갸거겨)". Cheñchet eo bet anv deiz al lid evit an anv "Hangullal" e 1928, nebeut goude ma voe deuet an termen Hangul, bet savet e 1913 gant Ju Si-gyeong, da vezañ degemeret gant an holl evel anv nevez al lizherenneg. Da neuze e veze lidet an deiz gouel diouzh an deiziadur loarel.
E 1931 e voe lakaet an deiz gouel d'an 29 Here evit mont gant an deiziadur gregorian. E 1934 e teuas anat m'eo gant an deiziadur juluan e veze graet e 1446 avat. Neuze e voe cheñchet an deiz adarre ha lakaet d'an 28 Here.
Met e 1940 e voe dizoloet un eilskrid orin eus an Hunmin Jeongeum Haerye, ul levr burutellañ an Hunmin Jeongeum deut er-maez nebeut goude an teul m'eo diazezet warnañ. Diskuliet e voe neuze e oa bet embannet an Hunmin Jeongeum e-pad dek deiz kentañ (sangsun; 상순; 上旬) an navet miz. E 1446 e klote dekvet deiz navet miz an deiziadur loarel gant an 9 Here eus an deiziadur juluan. Pa voe savet gouarnamant Korea ar Su e 1945 e voe lakaet deiz an Hangul war roll an deizioù gouel da vezañ lidet d'an 9 Here. Ne veze ket labouret d'an deiz-se.
Da-heul degasadenn un deiz gouel nevez, deiz ar broadoù unanet, ha goude ul labour gwaskañ war ar gouarnamant a-berzh ar pennoù embregerezh brasañ c’hoant ganto lakaat an niver a zevezhioù labouret da greskiñ, e voe divizet tennañ e statud lezennel a zeiz gouel gant deiz an Hangul e 1991. Chom a ra memes tra deiz an Hangul un devezh koun broadel. Derc’hel a ra kevredigezh an Hangul da stourm evit ma vefe roet en-dro ar statud a zeiz gouel da zeiz an Hangul, hep re a verzh evit poent.
Diouzh he zu e vez lidet deiz ar Chosŭn'gŭl, kevatal da zeiz an Hangeul, gant Korea an Norzh d'ar 15 Genver evit merkañ an deiz eus 1445 (1444 diouzh an deiziadur heolel) ma kreder eo bet krouet an Hunmin Jeongeum.
Lidet e vez ivez deiz an Hangul bep bloaz gant yezhourien amerikan hag alaman zo, en o zouez James D. McCawley, evit dougen bri da grouidigezh al lizherenneg koreanek gwelet ganto evel un darvoud yezhoniel a dalvoudegezh hollek.