Mont d’an endalc’had

Demat

Eus Wikipedia

Demat, pe deiz mat (hervez an distagadur leonek), zo un estlammadell vrezhonek hag ur ger saludiñ, unan eus ar re a vez implijet stank hiziv.

Implijet e vez kalz gant an nevezvrezhonegerien, ken e vez tabut a-wechoù diwar-benn e implij.

Darn a gav dezho n'eo ket ar ger gwellañ da implijout abalamour ma ne veze ket implijet stank gant ar vrezhonegerien a-vihan en XXvet kantved.

Darn all a embann zoken n'eo ket ur ger brezhonek. Roudoù a gaver anezhañ koulskoude er skridoù abaoe pell zo.

Testeniekaet eo demat e krennvrezhoneg.

  • Kentañ meneg a gaver eus ar ger a zo en ur skrid eus 1480, diwar dorn ar marc'heger alaman Arnold Von Harff, dindan ar stumm dematio (evit demat deoc'h). Arnold Von Harff a notenne war ur c'haier frazennoù pemdez a dalveze dezhañ da veajiñ dre ar broioù ergerzhet gantañ. Gras d'ar marc'heger-se eo deuet betek ennomp ar bommoù kentañ anavezet ganeomp eus ar brezhoneg komzet hag ar re nemeto e krennvrezhoneg, pell a-raok al labourioù dastum kaset da benn abaoe an XIXvet kantved. Ur souezh eo soñjal emañ ar ger demat e-touez an nebeud bommoù komzet testeniekaet en hor yezh zo deuet betek ennomp. E Naoned en doa bet tro Arnold Von Harff da glevet brezhoneg er bloavezh 1480. Implijet e vez c'hoazh gant brezhonegerien Naoned (ha re all!) e 2013.
  • Kavet e vez er mister Buez Santez Nonn dre veur a wech:
    • "dez mat deoch glan e-n ti man" (gwerzenn 1305),
    • "dezmat goulou a guir coudet e-n abaty man" (gwerzenn 1725),
    • ha "dez mat golou ... da-n mab beniguet." (gwerzenn 929).
  • E-barzh Le Grand Mystère de Jésus, embannet e 1530 (hag adembannet e 1622, hag e 1865[1]).

E gavout a reer e geriadurioù zo, evel hini ar Gonideg, adembannet e 1850, ha dindan pluenn ar skrivagnerien Fañch an Uhel, ha Troude peurgetket.

Kavet e vez ar ger e teir oberenn:

N'eo ket trawalc'h lenn ar ger en e gontadennoù evit bezañ sur e oa klevet gantañ, nag e veze implijet ar ger gant ar bobl er vuhez pemdeziek ken, met ne oa ket dianav moarvat. Ha lavarout a rae an Uhel e oa feal d'ar yezh a gleve.

Gant al Leonad Troude e kaver ar ger ivez :

  • en Nouvelles Conversations en breton et en français, embannet e Sant-Brieg e 1857, er bajenn 4, e lenner :
    • Deiz mat d'e-hoc'h, Paol.[4]
  • e-barzh Geriadur Troude e 1869[5]; ouzhpenn-se e ro ar skouerioù deizmatid, ha deizmateoc'h.
  • el levr Ar Marvailler brezounek pe marvaillou brezounek, dastumet gant Troude ha Gabriel Milin, embannet e 1870[6].

Kavout a ra da galz a dud ez eo ur ger "ijinet", pe "chimik" evel ma skriv Lionel Buannic en e levr Ce que vous avez toujours voulu savoir sur le breton!. Evit doare n'eo nemet un ali personel, diazezet war ar vrud kentoc'h evit war un enklask. Ur ger n'hoc'h eus ket klevet pe n'eo ket anavezet gant an holl a c'hall bezañ bev koulskoude.

Gwir eo a-hend-all ne oa ket nec'het ar bobl gant ar saludiñ e doare kêr, hag e veze graet war ar maez, en XXvet kantved, gant troiennoù a bep seurt abalamour ma oa disheñvel ar reolennoù sevended diouzh re ar galleg. Stag e oa an troiennoù-se ouzh doareoù an dud, pe ouzh ar pezh a veze an den saludet oc'h ober, ha kement zo, hag alies

  • pe gant goulennoù :
    • Tomm a-walc'h eo deoc'h? Poaniañ 'reer? O vont 've'er? Hiriv 'vo glav? Mont a ra mat an traoù?
  • pe gant estlammadennoù :
    • Gleb eo an traoù! Dour zo bet! Feson glav zo warni! ...

Kavout a reer un niver a zoareoù saludiñ pemdeziek a seurt gant ar re-se e levr brudet ar skrivagner Jules Gros, Le trésor du breton parlé, en trede levrenn peurgetket. Kement-se ne brou ket ne oa ket troiennoù all er c'hantvedoù a-raok evel-just.

Kavet e vez ar ger ivez :

  • e meur a ganaouenn,
  • e meur a levr-deskiñ: re Roparz Hemon, Pêr Denez, Jean Tricoire ( Me a gomzo brezoneg, 1990, p 132), Mark Kerrain, ha kelennet e vez er skolioù.
  • e skridoù a bep seurt:
    • en dastumad Sorbienneu ha Farseu kôh er Hornad, gant G. Er Borgn, e 1925 (pajenn 8).
    • er romant Onenn, gant Brogarour, e 1936, (p. 15).
  • Ar stummoù gant t, skrivet dematit pe demateoc'h, e skridoù ar Grennamzer betek an XIXvet kantved, e-lec'h demat dit pe demat deoc'h, a verk kaletadur d, e-barzh dit ha deoc'h, goude t dibenn demat. Un testeni ouzhpenn ez eo e oa bet klevet ar ger da vat gant an dud o deus e skrivet.

Ur pennad zo bet savet diwar-benn implij ar ger-mañ er skridoù kozh gant Gwennole ar Menn e-barzh niverenn 211 ar gelaouenn Hor Yezh e 1997.

  1. Le Grand Mystère de Jésus [1]
  2. Er pennad Dieu, pajenn 287, da dreiñ Dieu vous garde, bon-jour.
  3. Presse Universitaire de Rennes - Terre de Brume 2002 .
  4. http://bibnum.univ-rennes2.fr/items/show/309
  5. Geriadur Troude en linenn
  6. Ar Marvailler brezounek pe marvaillou brezounek, Brest, J.-B et A. Lefournier, 348 p. Adembannet evel Labous ar Wirionez, gant Roparz Hemon e ti Al Liamm.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger demat er
wikeriadur, ar geriadur frank.