Mont d’an endalc’had

Dorifor

Eus Wikipedia
Dorifor

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhad : Coleoptera
Kerentiad : Chrysomelidae
Genad : Leptinotarsa
Anv skiantel
Leptinotarsa decemlineata
Say, 1824
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.
Delwenn arem un dorifor e Hédervár, Hungaria

An dorifor (Leptinotarsa decemlineata), anvet c'hwil-patatez[1] pe c'hwil avaloù-douar[2] alies e brezhoneg, a zo un amprevan, heverk dre liv e feureskell (melen gant bandennoù teñval), a gaver er bed a-bezh.

Ar vioù a vez dozvet dindan delioù ur blantenn-ostiz a-bakadoù etre 20 ha 80 anezhe. Gwenn da gentañ e teuont da vezañ melen buan a-walc'h. Al larvennoù ruz gant pikoù du a vev war an delioù ha gallout a reont krignat anezhe penn-da-benn. Goude div pe deir sizhun e troont da orañjez hag e sankont en douar d'en em lakaat en ur gronnad.

Goude bezañ digloret e chom an imagoed ur sizhunvezh en douar c'hoazh ken na vo kalet o c'horfwisk. Gwelet e vezont er parkadoù avaloù-douar, tomatez, butun, benede eus an nevezamzer betek fin an diskaramzer. Goañviñ a reont en douar.

Gwiad an avaloù-douar ha plant all a vez debret gant al larvennoù hag an imagoed. Rak-se int noazus ouzh kresk ar plant hag ouzh an askorad torzhelloù.

Larvenn yaouank an dorifor a glev c'hwezh an delioù en em gav gante a-drugarez d'he zastornelloù. Goude un tañva e raio he dibab: chom ha didammañ ar c'horf-delienn, pe mont kuit ma'z eus danvezennoù pistrius er blantenn.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Palantines, p.444b.
  2. Loeiz Herrieu, Le Breton Usuel, 1934, p.248.