Effie Gray
Euphemia Chalmers Millais, pe Lady Millais ganet Gray, anavezet evel Effie Gray, Effie Ruskin pe Effie Millais (1828 – 23 a viz Kerzu 1897) a oa pried an arzvarnour John Ruskin, nemet kuitaat a reas he gwaz a-raok seveniñ an eured, ha pa voe torret, ec'h addimezas d'al livour John Everett Millais. Hennezh a oa un tric'horn a garantez brudet en amzer ar rouanez Victoria hag a zo bet danvez meur a bezh c'hoariva, a film, hag a c'hoarigan.
He darempredoù gant Ruskin ha Millais
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Effie Gray, lesanvet "Phemy" en he bugaleaj, e Perth (Bro-Skos), ha bevañ a reas e Bowerswell, an ti ma en em lazhas tad-kozh Ruskin. He zud a anaveze tad Ruskin, ha hennezh a reas e seizh gwellañ d'o dimeziñ. Ruskin a skrivas ar romant The King of the Golden River eviti e 1841, pa ne oa nemet daouzek vloaz anezhi. Goude o eured e 1848,[2] e veajas an daou bried da Venezia ma reas Ruskin enklaskoù evit e levr The Stones of Venice. Personelezhioù disheñvel o devoa, evel ma tiskouez o obererezh. Effie a gave tro, e Venezia, d'anavezout tud, tra ma oa Ruskin oc'h ober studioù evitañ e-unan. Fellout a rae dezhañ tresañ Ca' d'Oro hag ar Palazzo Ducale, dre m'en devoa aon e c'halljent bezañ distrujet gant ar soudarded aostrian. Unan eus ar soudarded-se, al Letanant Charles Paulizza, a zeuas da vout mignon da Effie, hep na gavas Ruskin abeg ebet. He breur, ha re all gantañ, a lavaras goude edo Ruskin o klask reiñ ton d'ar vignoniezh-se evit kaout digarez goude da zispartiañ.
Pemp bloaz goude, pa en em gavas gant Millais, e oa gwerc'hez c'hoazh, dre ma ne rae Ruskin nemet ampellat ar mare da seveniñ an eured. N'eo ket sklaer an abeg, met sur a-walc'h e oa un tamm heug rak he c'horf. Diwezhatoc'h e skrivas Effie d'he zad:
"Meur a abeg en deus roet, kasoni ouzh ar vugale, feiz relijiel, c'hoant da ziwall ma c'hened, hag a-benn ar fin, er bloaz-maén, en deus roet ar gwir abeg ... empentet en devoa e oa disheñvel-mik ar maouezed diouzh pezh a wele e oan-me, ha ma n'en deus ket graet e wreg ac'hanon e oa peogwir e oa heuget ganin-me abaoe an nozvezh kentañ d'an 10 a viz Ebrel."
Kement-se a voe lavaret splann ivez gant Ruskin en e skrid-danevell d'e alvokad e-pad ar prosez -terriñ-eured:
- " Iskis marteze e vo kavet e c'hallen souzañ rak ur vaouez hag a oa ken desachus d'an dud all. Met evit d'he dremm bout kenedus ne oa ket he fersonelezh graet evit broudañ an orged. Er c'hontrol, e oa mareadoù enni (" circumstances in her person") which completely checked it."[3]
Perak e save rukun e Ruskin abalamour da " circumstances in her person" n'ouzer ket. meur a vartezeadenn zo bet graet, ha betek heug ouzh he blev-gaol,[4] pe ouzh hec'h amzerioù[5]. Ha hi dimezet da Ruskin, ez eas da batromiñ evit Millais en e daolenn The Order of Release, ma oa gwreg leal ur stourmer skoasat a oa deuet a-benn da dennañ he fried eus ar vac'h.
Tommañ ouzh Millais a reas paN ambrougas an daou bried da Vro-Skos en sell da ober poltred Ruskin hervez mennadoù an arzvarnour. E-keit-se, e Brig o' Turk en Trossachs, e savas karantez etreze. P'edo al livour o labourat war boltred ar gwaz e reas ivez meur a dresadenn eus e wreg.
- ↑ Euphemia ('Effie') Chalmers (née Gray), Lady Millais, National Portrait Gallery
- ↑ (1948) in James, William Milbourne: The Order of Release: The Story of John Ruskin, Effie Gray and John Everett Millais Told for the First Time in their Unpublished Letters. University of Michigan : J. Murray. 1 p.
- ↑ Lutyens, M., Millais and the Ruskins, p.191
- ↑ Phyllis Rose (1983) Parallel Lives; Franny Moyle (2009) Desperate Romantics
- ↑ Peter Fuller, Theoria: Art and the Absence of Grace, Chatto & Windus, 1988, pp.11-12; Suzanne Fagence Cooper (2010) The Model Wife: The Passionate Lives of Effie Gray, Ruskin and Millais