Ernest Hemingway
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Ernest Miller Hemingway |
Anv-bihan | Ernest, Miller |
Anv-familh | Hemingway |
Moranv | Papa |
Anv berr | Ernest Hemingway |
Deiziad ganedigezh | 21 Gou 1899 |
Lec'h ganedigezh | Oak Park |
Deiziad ar marv | 2 Gou 1961 |
Lec'h ar marv | Ketchum |
Doare mervel | Emlazh |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
Lec'h douaridigezh | Ketchum |
Tad | Clarence Hemingway |
Mamm | Grace Hall Hemingway |
Breur pe c'hoar | Leicester Hemingway, Marcelline Hemingway Sanford, Madelaine Hemingway Miller, Carol Hemingway, Ursula Hemingway |
Pried | Hadley Richardson, Pauline Pfeiffer, Martha Gellhorn, Mary Welsh Hemingway |
Bugel | Jack Hemingway, Patrick Hemingway, Gloria Hemingway |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, galleg, spagnoleg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Tachenn labour | roman à clef |
Bet war ar studi e | Oak Park and River Forest High School, James F. Byrnes High School |
Lec'h annez | Key West, Pariz, Ketchum, Ernest Hemingway House |
Lec'h labour | Alassio |
Deroù ar prantad labour | 1917 |
Dibenn ar prantad labour | 1961 |
Kleñved | alcoholism, HFE hereditary haemochromatosis |
Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed, Brezel Spagn |
List of works | Ernest Hemingway bibliography |
Diellaouet gant | Beinecke Rare Book & Manuscript Library, University of Maryland Libraries, Princeton University Library, Harry Ransom Center, Eberly Family Special Collections Library |
Tachenn | Komz-plaen, opinion journalism, memoir |
Levezonet gant | Robert Louis Stevenson, Mario Berrino |
Darvoud-alc'hwez | Nazi book burnings |
Bet kinniget evit | Priz Nobel al Lennegezh, Priz Nobel al Lennegezh, Priz Nobel al Lennegezh, Priz Nobel al Lennegezh |
Deskrivet en URL | https://librarycatalog.usj.edu.lb/cgi-bin/koha/opac-authoritiesdetail.pl?authid=174744, https://librarycatalog.usj.edu.lb/cgi-bin/koha/opac-authoritiesdetail.pl?authid=337313 |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | reproduction right not represented by CISAC member |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer, Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken, part of the copyrights on oeuvre has expired |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Ernest Miller Hemingway, ganet d'an 21 a viz Gouere 1899 en Oak Park en Illinois hag aet d'an anaon d'an 2 a viz Gouere 1961 e Ketchum, en Idaho, a oa ur romantour hag un danevellour amerikan, bet resevet gantañ Priz Nobel al lennegezh e 1954.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ernest Miller Hemingway a oa bet ganet e d'ar 21 a viz Gouere 1899 en Oak Park, ur banlev eus Chicago, en Illinois. Hemingway a oa ar c'hentañ mab hag an eil bugel eus Clarence Edmonds "Doc Ed" Hemingway, ur mezeg diwar ar maez, ha Grace Hall Hemingway. Tad Hemingway a oa o c'hortoz ganedigezh Ernest hag e c'hwezhas en ur c'horn-boud dirak e di da reiñ da c'hoût d'an amezeien e oa bet ganet ur mab dezhañ ha d'a wreg. Edo an Hemingwayed o chom en un ti viktorian a c'hwec'h kambr savet gant tad-kozh Ernest a-berzh mamm, Ernest Miller Hall, un divroad saoz hag ur soudard kozh eus Brezel diabarzh a oa o vevañ gant ar familh.
Mamm Hemingway a oa bet fellet dezhi labourat en opera hag e c'houneze e vuhez o reiñ kentelioù kan ha sonerezh. Aotrouniek e oa ha relijius en un doare strizh, diwar skouer buhezegezh protestant strizh Oak Park, he doa, da lâras Hemingway diwezhatoc'h "straedoù ledan ha speredoù strizh"[1]. Fellout a rae d'he mamm kaout gevelled, ha, pa ne oa ket c'hoarvezet, e wiskas Ernest yaouank hag he c'hoar Marcelline (18 miz koshoc'h) gant dilhad heñvel hag e lakaas fichañ o blev er memes doare. Derc'hel a reas da lavaret e oa gevell an daou vugel. Lod eus ar buhezskrivourien o deus lavaret e veze graet "Ernestine" eus Ernest Hemingway en e yaouankiz zoken, met bugale val ha krouadurien ar rummadoù viktorian etre a veze gwisket alies evel ar merc'hed[2]. Kalz dodennoù en oberennoù Hemingway a bouez war darempredoù a zistruj zo etre paotred ha merc'hed er c'houbladoù (s.o. Hills Like White Elephants), en euredoù (s.o. Now I Lay Me, The Short Happy Life of Francis Macomber), hag e-touez ar pep brasañ eus an darempredoù etre gwazed ha merc'hed (s.o. The Sun Also Rises). Ouzhpen-se, lod eus e bezhioù-c'hoari dalif zo enne un doare displann da ziskouez roll ar reizhoù. Koulskoude n'eus bet prouet liamm ebet etre deskrivadurioù an darempredoù-se gant Hemingway hag e yaouankiz tener.
Tra ma felle d'e vamm e plijfe ar sonerezh d'he mab, Hemingway a dommaas ouzh hobbioù e dad : jiboesat, pesketa ha kampiñ er c'hoadoù ha war lez al lennoù e norzh ar Michigan. Perc'henn e oa an tiegezh war un ti anvet Windemere e-kichen al lenn Walloon hag a yae alies di da chom da goulz an hañv. An amzer tremenet evel se en e yaouankiz, e darempred tost gant an natur, a roas da Hemingway karantez, e vuhez pad, evit an avanturioù en natur hag evit bevañ e lec'hioù pell ha digenvez.
Studiañ a reas Hemingway en "Oak Park and River Forest High School" eus miz Gwengolo 1913 betek miz Even 1917. Barrek-kenañ e oa both academically and athletically. Boksiñ a rae, c'hoari a rae ar mell-droad amerikan, ha donezonet-kenañ e oa er c'hentelioù saozneg. Prenañ a reas skiant da gentañ o skrivañ evit Trapeze ha Tabula (Kazetenn ar skol ha levr ar bloaz) en e vloavezh kentañ, ha goude se evel embanner e-doug e vloavezh senior. A-wezhioù e skrive dindan an anv-pluenn "Ring Lardner, Jr.", un taol-lagad d'e haroz lennegel Ring Lardner[3].
Goude se e felle dezhañ mont d'ar skol-veur. E-lec'h an dra-se, da driwec'h vloaz, e krogas e espet skrivañ evel kazetenner evit The Kansas City Star. Daoust ma oa bet o labourat evit ar gazetenn 6 miz hepken (miz Here 1917-miz Ebrel 1918), e implijas holl e vuhez kuzulioù ar Star' evel diazez e zoare da skrivañ : "Implijout frazennoù berr. Implijout rannbennadoù kentañ berr. implijout saozneg yac'h. Bezañ yaus, n'eo ket nac'hus."[4] En enor da gantved deiz-ha-bloaz ganedigezh Hemingway (1899), The Star a anvas Hemingway e gazetenner kentañ eus ar c'hant vloaz tremen.
Brezel Bed kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hemingway a zilezas e labour kazetenner goude un nebeud mizioù hepken, en desped da youl e dad, hag a glaskas mont en arme evit kemer perzh er Brezel Bed Kentañ. C'hwitañ a reas bizitadenn ar mezeg abalamour d'e zaoulagad, ha lakaat a reas neuze e anv er Groaz ruz. War an hent etrezek an talbenn en Italia e reas un ehan e Pariz, a veze bombezet dibaouez gant kanolioù an Alamaned. E-lec'h chom e surentez en e ostaliri, an Hotel Florida, e klaskas Hemingway mont an tostañ a c'halle d'an emgannoù.
Nebeut amzer goude bezañ degouezhet war an talbenn italian e reas Hemingway anaoudegezh gant feulster ar brezel. An devezh kentañ e tarzhas ul labouradeg pourvezioù-brezel e-kichen Milano. Ret e oa da Hemingway mont da zastum dilerc'hioù ar c'horfoù, korfoù merc'hed dreist-holl. Strafuilhet-kenañ e oa bet gant ar gejadenn gentañ-se gant ar marv.
Ar soudarded a gejas gante da-c'houde ne skañvjont ket e euzh. Unan anezhe, Eric Dorman-Smith, a zibunas da Hemingway unan eus gwerzennoù Herri IV gant Shakespeare[5] : "Dre ma le, ne ran ket forzh ; un den ne c'hall mervel ken ur wezh ; ur marv a zleomp da Zoue ... ha ra c'hoarvezo e-giz ma tigouezho, hemañ hag a varv ar bloaz-mañ zo kuitez ar bloaz goude[6],[7] (Hemingway, diouzh e du, a venegas ar werzenn-se e The Short Happy Life of Francis Macomber, unan eus e istorioù berr brudet a c'hoarvez en Afrika). Da Hemingway, en doa lavaret d'ur soudard un dro bennak, "troppo vecchio oc'h[8] evit ar brezel-se.", e respontas ar gwaz 50 vloaz : "Gallout a ran mervel kenkoulz ha kement gwaz[9].".
D'an 8 a viz Even 1918 e oa gloazet Hemingway pa oa o kas boued d'ar soudarded, ar pezh a lakaas un termen d'e espet evel bleiner ambulañs. Tizhet e oa gant ur vombezenn tennet gant ur mortez klazioù a lezas skolpennoù en e zivesker. Gloazet e oa daou eus e gamaraded ivez ha lazhet e oa unan all. Gloazet e oa ur wezh all gant gant un tenn mindrailherez e-keit ha ma oa o klask kas unan eus ar gamaraded-se en a-dreñv. Nebeut amzer goude e oa roet dezhañ ar medaglia d'argento (medalenn arc'hant) digant ar gouarnamant italian dre m'en doa kaset ur soudard italian gloazet e surentez en desped d'e c'hloazadennoù.
Labourat a reas Hemingway goude se en un ospital renet gant ar Groaz ruz amerikan e Milano. Dre ma oa nebeut a dra d'ober evit en em ziduiñ e eve kalz hag alies ha lenn a rae ar c'hazetennoù evit tremen an amzer. Anaoudegezh a reas eno gant Agnes von Kurowsky, a orin eus Washington, D.C., unan eus an 18 klañvdiourez a rae war-dro pep a strollad pevar c'hlañvour, a oa c'hwec'h vloaz koshoc'h. Kouezhañ a reas Hemingway e karantez ganti, met ne badas ket o darempred goude e zistro d'ar Stadoù-Unanet. E-lec'h distreiñ er Stadoù-Unanet da-heul Hemingway, evel ma oa raktreset da gentañ, e chomas gant un ofiser italian. Lezel a reas an darvoud-se ur merk war e bsiche ne zeuas ket a-benn da zilemel morse hag a bourchasas dezhañ awen ha danvez evit unan eus e romantoù kentañ, A Farewell to Arms. Ar c'hentañ istor diazezet war an eñvorennoù-se gant Hemingway, "A Very Short Story," a oa embannet e 1925. Diwezhatoc'h en e vuhez, Hemingway a hevelebekaas muioc'h c'hoazh ouzh tudenn ar romant, o tisklêriañ (e gaou) e oa deuet da vezañ Letanant en arme italian hag en doa kemeret perzh e tri emgann[10].
Romantoù kentañ hag oberennoù abred
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar brezel e tistroas Hemingway da Oak Park. E 1920 e tiannezas d'ur ranndi, 1599 Bathurst Street, anavezet hiziv evel The Hemingway, e karter Humewood-Cedarvale e Toronto, en Ontario[11]. Kavout a reas labour eno er gazetenn anvet Toronto Star. Dont a reas da vezañ mignon d'ur c'hazetenner all eus ar Star, Morley Callaghan. Kroget e oa Callaghan da skrivañ istorioù berr d'ar mare-se ; o diskouez a reas da Hemingway a brizas kalz anezhe. Tonket e oa dezho en em gavout adarre e Pariz diwezhatoc'h.
E-doug nebeut amzer, adalek diwezh 1920 hag e-pad lodenn vrasañ 1921, e oa bet Hemingway o chom e bevenn norzh Chicago, en ur labourat evit an The Toronto Star. Labourat a reas ivez evel kenembanner eus ar Co-operative Commonwealth, ur gazetenn viziek. E 1921 e euredas Hemingway e wreg kentañ, Hadley Richardson. Dianneziñ a rejont en ur ranndi enk er block 1300 eus Clark Street, e Chicago[12] E miz Gwengolo e tiannezas adarre ar c'houblad d'ur ranndi enk all, er pevare solier[13]. en 1239 North Dearborn en ul lodenn brudet-fall eus karterioù norzh Chicago. Emañ atav ar savadur en e sav, gant ur bladenn ouzh an talbenn a ra anezhañ "The Hemingway Apartment." Hadley a gavas dezhi e oa teñval ha digalonekaus, met e miz Du 1921, e kuitaas an Hemingwayed Chicago hag Oak Park, da viken, da vevañ en estrenvro.
War ali Sherwood Anderson ez ejont da Bariz da chom, e Bro-C'hall, e lec'h ma reas Hemingway war-dro ar Brezel gresian-ha-turkat evit an Toronto Star. Anderson a roas dezhañ ul lizher erbediñ evit Gertrude Stein.
Dont a reas da vezañ he mentor hag e lakaas anezhañ e darempred gant an "Emsav parizian modern" a oa en e vleuñv er c'harter Montparnasse. An deroù e oa ivez eus kelc'h an amerikaned divroet a zeuas da vezañ anavezet evel al "Lost Generation" (ar remziad kollet), un anv brudet gant Hemingway en enskrivadenn da unan eus e romantoù, The Sun Also Rises, hag en e eñvorennoù, A Moveable Feast. An anv, "Remziad kollet" a oa goveliet gant perc'henn ur c'harrdi a rae war-dro Ford-T Gertrude Stein hag e oa bet adkemeret ha troet ganti[14].
Levezonet e oa kalz gant ur mentor all, Ezra Pound,[15] krouer an "imagism". Hemingway a lavaras diwezhatoc'h eus ar strollad liesseurt-se, "Ar wirionez a veze gant Ezra an hanter eus an amzer, ha pa veze ar gaou gantañ, e veze ken gaou n'o peze morse an disterañ arvar diwar e benn. Atav e veze ar wirionez gant Gertrude."[16]. Daremprediñ a rae alies ar strollad stal-levrioù Sylvia Beach, "Shakespeare & Co.", 12 Rue de l'Odéon. Goude embannadur Ulysses, skrivet gant James Joyce, e 1922 hag an difenn graet da werzhañ anezhañ er Stadoù-Unanet e implijas Hemingway e vignoned eus Toronto evit lakaat skouerennoù eus ar romant da dremen harzoù ar Stadoù-Unanet (Skrivañ a ra Hemingway diwar-benn e gejadenn gant Joyce e Pariz e A Moveable Feast). Embannet e oa e gentañ levr dezhañ, anvet Three Stories and Ten Poems e 1923, e Pariz, gant Robert McAlmon.
Goude kalz berzh evel kenskriver en estrenvro, Hemingway a zistroas da Doronto, e 1923. E-doug an eil prantad-se e Toronto, e teuas kentañ mab Hemingway er gouloù. Badezet e oa John Hadley Nicanor Hemingway, met anavezet e vo diwezhatoc'h evel "Jack". Hemingway a c'houlennas digant Gertrude Stein bezañ maeronez e vab.
War-dro ar mare-se end-eeun e vroc'has Hemingway ouzh e embanner, Harry Hindmarsh, a grede dezhañ e oa bet kollet Hemingway gant an amzer tremenet tramor[17] Hindmarsh a roas Hemingway kefredioù mondian. Hemingway a zeuas da vezañ c'hwerv hag e skrivas ul lizher dilez fuloret e miz Du 1923. Koulskoude, pe ne oa ket kemeret e zilez e kont pe e oa nullet, rak Hemingway a gendalc'has da skrivañ ur wezh an amzer evit an The Toronto Star e 1924.[18]. Embannet e oa ar pep brasañ eus labour Hemingway evit ar Star e 1985.
Komañs a reas esped lennegel Hemingway er Stadoù-Unanet gant embannadur ar c'helc'hiad istorioù berr In Our Time, e 1925. An arvstoù a yae neuze d'ober etrerannbennadoù ar stumm amerikan a oa bet embannet en Europa da gentañ gant an anv in our time (1924). A-bouez e oa bet an oberenn-se evit Hemingway, rak diskouez a rae dezhañ en-dro e c'halle bezañ degemeret e c'hiz izekour[19] da skrivañ gant ar gumuniezh lennegel. "Big Two-Hearted River" eo istor brudetañ an dastumad. E miz Ebrel 1925, div sizhun goude ma oa deuet er-maez The Great Gatsby, e kejas Hemingway gant F. Scott Fitzgerald en Dingo Bar. Fitzgerald ha Hemingway a zeuas da vezañ mignoned vras da gentañ, hag alies e komzent hag e event asambles. Eskemm a raent o dornskridoù alies, ha Fitzgerald a reas kalz evit esped Hemingway hag embannadur e gentañ dastumad istorioù, daoust ma teuas o mignoniezh da vezañ klouaroc'h diwezhatoc'h ha ma kevezjont muioc'h etreze.
Buhez Hemingway e Bro-C'hall a awenas anezhañ evit e gentañ romant gwirion, The Sun Also Rises, e 1926. Awenet e oa an oberenn gant e vuhez evit kalz, pa zanevell buhez ur strollad Amerikaned divroet e Pariz hag e Bro-Spagn. C'hoarvez a ra an arvestoù pouezusañ eus ar romant e Pamplona, e-doug ar fiesta a oa brudet en Europa a-bezh hag en Amerika gant ar romant. Berzh mat a reas al levr ha prizet-bras e oa gant ar vurutellerien. Daoust m'en doa disklêriet Hemingway da gentañ e oa ur stumm lennegel diamzeret e oa bet atizet d'e skrivañ goude lenn dornskrid Fitzgerald evit The Great Gatsby.
Dispartiañ a reas Hemingway digant Hadley Richardson e 1927 hag eurediñ a raes Pauline Pfeiffer, ur gatoligez roman deol eus Piggott, en Arkansas. Pfeiffer a oa ur gelaouerez a skrive diwar-benn ar c'hiz a-wezhioù e kelaouennoù evel Vanity Fair ha Vogue[20]. Treiñ a reas Hemingway d'ar gatoligiezh e-unan d'ar mare-se. Ar bloaz-se e embannas Men Without Women, un dastumad danevelloù, ma kaver The Killers, unan eus e skridoù brudetañ hag embannet ar muiañ. E 1928, Hemingway ha Pfeiffer a ziannezas da gKey West, e Florida, evit loc'hañ o buhez nevez a-gevret. Koulskoude e oa trubuilhet o buhez nevez buan gant un darvoud skrijus all eus buhez Hemingway.
E 1928, Tad Hemingway, Clarence, strafuilhet gant kleñved ar sukr ha kudennoù arc'hant, en em bersekutas gant ur bistolenn gozh eus ar Brezel diabarzh. Ur gloaz don e oa bet evit Hemingway ha marteze e kaver roud eus an emlazh-se en emlazh tad Robert Jordan er romant For Whom the Bell Tolls. Distreiñ a reas diouzhtu da Oak Park evit aozañ an interamant ha lakat a reas breud da sevel o lâret a vouez uhel ar pezh a soñje hervez kredenn ar Gatoliged, da lâret eo ez ae an dud en em lazhe d'an ifern. D'ar memes koulz, war-bouez nebeut, Harry Crosby, diazezer ar "Black Sun Press" ha mignon da Hemingway abaoe e brantad e Pariz, en em bersekutas ivez.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Filmoù diwar e oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmoù skinwel[22]
- (1958) Scouting on Two Continents, gant Frederick Russell Burnham (diechu)
- (1959) For Whom the Bell Tolls
- (1959) The Killers (CBS Buick Electra Playhouse)
- (1960) The Fifth Column
- (1960) The Snows of Kilimanjaro
- (1960) The Gambler, The Nun and the Radio
- (1960) After the Storm (diechu)
Oberennoù troet e brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Dek Indian" (danevell) en Al Liamm Niverenn 132 (1969) (troet gant Ronan Huon)
- "Ar c'hampion" (danevell) en Al Liamm Niverenn 257 (1989) (troet gant Yann Talbot)
- "An den kozh e penn ar pont" (danevell) en Al Liamm Niverenn 416 (2016) (troet gant Iwan Couée)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ From Childhood e The Hemingway Resource Center.
- ↑ Div vammenn zisheñvel zo dizali diwar-benn pegeit e padas implij ar gwiskamant-se. Diouzh un notenn gant a PBS lecture series e vije padet ar boaz-se e-doug daou vloaz; Grauer a zisklêr e padas betek e 6 vloaz.
- ↑ [http://www.tridget.com/friends.htm title = "Lardner Connections", 22/03/2007
- ↑ Kalz istorioù evel se zo kontet e centennial commemoration page of the Kansas City Star.
- ↑ Rann III, arvest II
- ↑ "By my troth, I care not; a man can die but once ; we owe God a death...and let it go which way it will, he that dies this year is quit for the next."
- ↑ Burgess, 1978, p. 24.
- ↑ Italianeg re gozh
- ↑ "I can die as well as any man."
- ↑ Ferguson, Pity of War, xxiv.
- ↑ eus an National Post article diwar-benn karter Humewood-Cedarvale e Toronto
- ↑ Brown, Alan, "Literary Landmarks of Chicago," 2004, Starhill Press, ISBN 0-913515-50-7.
- ↑ An 3e solier diouzh boazioù Chicago
- ↑ Evel m'en danevell Hemingway er rannbennad "Ur remziad kollet," eus A Moveable Feast.
- ↑ E miz Eost 1943 e skrivas Hemingway ul lizher da Archibald MacLeish diwar-benn yec'hed spered Pound ha danvezioù lennegel all.
- ↑ E-doug un diviz gant John Peale Bishop, danevellet e Hemingway, Cowley, 1944, p. XIII.
- ↑ 'Dateline: Toronto, rakskrid, pp xxv-xxvii, Charles Scribner Jr.
- ↑ "Hem and The Star: Parting was inevitable", The Toronto Star, 02/02/1986
- ↑ minimalist
- ↑ Hemingway Resource Center
- ↑ Hemingway, Ernest, A. E. Hotchner, Dear Papa, Dear Hotch: The Correspondence of Ernest Hemingway And A. E. Hotchner, University of Missouri Press, 2005, Columbia, Missouri, ISBN 0-8262-1605-6
- ↑ Hemingway Ernest, A. E. Hotchner, Dear Papa, Dear Hotch: The Correspondence of Ernest Hemingway And A. E. Hotchner, University of Missouri Press, 2005, Columbia, Missouri, ISBN 0-8262-1605-6