Mont d’an endalc’had

Exe

Eus Wikipedia

Aber ar stêr Exe, gant an hent-red.

Ar stêr Exe eo ar stêr a dremen dre gêr Exeter, e Devon, e Bro-Saoz, a-raok aberiñ e Mor Breizh dirak porzh Exmouth.

Un anv keltiek eo an anv Exe, eus Isca hag a dalv kement ha dour (isce e gouezeleg). Adkavout a reer an anv a-hed ar stêr: Exford, Up Exe, Nether Exe, Exwick, Exton, Exminster, hag Exebridge. En aber emañ Exmouth el lez reter, ha Dawlish Warren el lez kornôk.

An anv-se eo a gaver e Kembre, en anv ar stêr anvet Usk e saozneg ha Wysg e kembraeg. Krediñ a c'haller e talveze kement a pesk, pe lec'h-pesked, dre ma tenn d'ar gerioù latin "pisces" ha gregach "ichthus", kenkoulz ha d'ar ger saoznek "fish".

Eieniñ a ra en Exe Head, e-kichenik kêriadenn Simonsbath, en Exmoor e Somerset, 8.4 km eus aod Mor Havren a zo en hanternoz. Ac'hano neuze e red trema Devon, er c'hreisteiz, hag ar mor. En Exebridge e kember ar stêr Barle.

Gwechall ne veze ket treuzet kreisteisoc'h eget Exeter, hiziv ez eus ur pont bras evit an hent-red M5, 3 km er c'hreisteiz da Exeter.

Un tren zo etre Exeter hag Exmouth, a-hed ar stêr.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]