Mont d’an endalc’had

Frank Cadogan Cowper

Eus Wikipedia

Frank Cadogan Cowper (16 a viz Here 1877 e Wicken, Northamptonshire- 17 a viz Du 1958) [1] a oa un arzour saoz. Graet e vez anezhañ an arzour rakrafaelour diwezhañ.[2] Gant dourlivaj koulz hag eoullivaj e laboure. Skeudennoù a savas ivez da skeudennaouiñ The Imperial Shakespeare gant Sir Sidney Lee.

Cowper a studias e skol-arzoù St John's Wood e 1896 ha goude-se er Royal Academy School etre 1897 ha 1902. E 1899 e voe diskouezet e oberennoù er Royal Academy, ha berzh a reas e 1901 gant e oberenn An Aristocrat answering the Summons to Execution, Paris 1791. E 1902 e teskas e-pad 6 miz gant Edwin Austin Abbey ha goude-se ez eas da Italia.[2] E 1910 e kenlabouras gant Byam Shaw, Ernest Board ha Henry Arthur Payne hag e savjont ul livadur ouzh mogerioù palez Westminster.[2]

A-feur ma kemme giz arzoù e cheñchas ivez arz Cowper : muioc'h a boltredoù a savas, met kenderc'hel a reas memes tra da livañ oberennoù a denne d'an istor ha d'al lennegezh.[2]

Goude-se e kuitaas Londrez hag ez eas da Gloucestershire. E livadur anvet The Ugly Duckling[3] a voe dilennet da livadur plijusañ gant gweladennerien Cheltenham Art Gallery & Museum e 2005.[1]

Ezel e voe eus Royal Watercolour Society (kevredet e 1904, ezel azalek 1911)[2] hag eus Royal Academy (kevredet e 1907, ezel azalek 1934).[2]

  1. "Obituary: Frank Cadogan Cowper", The Times, 20 a viz Du 1958.
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 ha2,5 Frank Cadogan Cowper (British, 1877-1958) war lec'hienn ArtMagick.com
  3. The Ugly Duckling

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]