Frank Sinatra
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, Italia |
Anv e yezh-vamm an den | Frank Sinatra |
Anv ganedigezh | Francis Albert Sinatra |
Anv-bihan | Francis, Albert |
Anv-familh | Sinatra |
Deiziad ganedigezh | 12 Kzu 1915 |
Lec'h ganedigezh | Hoboken |
Deiziad ar marv | 14 Mae 1998 |
Lec'h ar marv | Los Angeles |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Lec'h douaridigezh | Desert Memorial Park |
Tad | Anthony Martin Sinatra |
Mamm | Dolly Sinatra |
Pried | Nancy Barbato, Ava Gardner, Mia Farrow, Barbara Sinatra |
Kompagnun(ez) | Judith Exner, Angie Dickinson |
Bugel | Nancy Sinatra, Frank Sinatra Jr., Tina Sinatra |
Kar | Maureen O'Sullivan, Princess Stéphanie of Monaco |
Yezh vamm | saozneg SUA |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg SUA |
Bet war ar studi e | Hoboken High School |
Lec'h annez | Hoboken |
Lec'h labour | Stadoù-Unanet |
Deroù ar prantad labour | 1935 |
Dibenn ar prantad labour | 1995 |
Strollad politikel | Strollad Demokratel, Strollad Republikan |
Strollad etnek | Italian Americans |
Relijion | Katoligiezh |
Voice type | baritone |
Benveg sonerezh | ukulele, triangle, Rigedag, friction drum, mouezh |
Pladennrolladur | Frank Sinatra discography |
Filmography | Frank Sinatra filmography |
Ezel eus | Harry James & his Orchestra, Tommy Dorsey and His Orchestra, Rat Pack |
Levezonet gant | Billie Holiday, Bing Crosby |
Bet kinniget evit | Academy Award for Best Actor, Academy Award for Best Supporting Actor |
Lec'hienn ofisiel | https://www.sinatra.com |
Rummad tost | Category:Films directed by Frank Sinatra, Category:Films produced by Frank Sinatra |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Francis Albert Sinatra, ganet d'an 12 a viz Kerzu 1915 ha marvet d'ar 14 a viz Mae 1998, a oa ur c'haner, aktour ha produour stadunanat. Bez' e voe unan eus ar sonerien brudetañ ha gant ar muiañ a levezon en XXvet kantved. Bez eo unan eus brasañ gwerzherien sonerezh a-viskoazh, gwerzhet en deus ouzhpenn 150 milion a bladennoù dre ar bed-holl. Ganet e voe e Hoboken, New Jersey, en ur familh enbroidi italian. Kroget en doa gant ar sonerezh da vare ar swing, gant ar sonerien Harry James ha Tommy Dorsey. Sinatra a voe brudet pa grogas da ganañ e-unan-penn ha goude bezañ bet sinet ur gevrat gant Columbia Records e 1943 e oa deuet da vezañ haroz al luskad "bobby soxers".
E gentañ pladenn enrollet en ur studio a oa bet The Voice of Frank Sinatra, e 1946. Sioulaet e oa brud Sinatra e penn kentañ ar bloavezhioù 1950, aet e oa neuze da Las Vegas. Eno e voe brudet hag un dro o vezañ ezel d'ar Rat Pack. E 1953 e embann ar bladenn From Here to Eternity, enoret eo gant un Academy Award hag ur Golden Globe evit roll aktour a-eil. Sinatra en doa bet embannet pladennoù lies bet burutellet mat-tre, evel In the Wee Small Hours (1955), Songs for Swingin' Lovers! (1956), Come Fly with Me (1958), Only the Lonely (1958) pe Nice 'n' Easy (1960). Sinatra a guitaas Capitol e 1960 evit produiñ e sonerezh drezhañ e-unan. Anv ar studio a oa Reprise Records, dre ar studio e embannas pladennoù lies hag a voe degemeret mat-tre. E 1965, e enrolle ar bladenn killsell September of My Years, enoret e oa bet gant un Emmy Award hag un-dro. Tremen a ra en un abadenn skinwel evit lidañ e 50 vloaz Frank Sinatra: A Man and His Music, embann a ra ar c'hanaouennoù brudet "Strangers in the Night" ha "My Way". Goude-se e voe embannet ar bladenn Sinatra at the Sands, enollet er Sands Hotel and Casino e Las Vegas, gant harp e gamarad Count Basie e 1966. Ar bloavezh war-lerc'h e enrolle unan eus e albomoù brudetañ hiziv-an-deiz c'hoazh Francis Albert Sinatra & Antonio gant ar soner Carlos Jobim.
Liammoù gant ar Mafia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre ma oa orinoù italian gantañ e voe harpet gant ar mafia italo-amerikan e-pad e vuhez soner. Ar Federal Bureau of Investigation (FBI) en deus dalc'het 2403 pajenn dielloù war liammoù anat etre Sinatra hag ar Mafia, e harp d'an New Deal politics hag e gamaladiezh gant John F. Kennedy.