Mont d’an endalc’had

Fronde

Eus Wikipedia
Emgann e 1648 e-kerzh ar Frond e fabourzh Sant-Anton e-tal mogerioù ar Bastille

Ar Frond[1] (1648-1643) eo an hollad emsavadegoù a c'hoarvezas er XVIIvet kantved e Bro-C'hall, e-pad minorelezh ar roue Loeiz XIV (1643-1656) ha rejañs e vamm, ar rouanez Anna Aostria, ha p'edo ar rouantelezh c'hall o vrezeliñ ouzh Spagn (1635-1659). Dont a rae an emsavadegoù evel respont da gresk galloud ar rouaned c'hall, kroget dindan Herri IV ha Loeiz XIII, kreñvaet gant ar ministr Richelieu. Goude marv Richelieu en 1642, ha hini Loeiz XIII en 1643, e voe gwanaet galloud ar roue e-pad ar rejañs.

  1. Geriadur Martial Ménard, 2012, p. 615.