Glywysing
Glywysing Rouantelezh Glywysing | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Krouet | 480 | |||
- staget ouzh Morganwg | 950 |
Glywysing a oa ur rouantelezh vrezhon e kreisteiz Kembre er Grennamzer, hag er c'hornôg da Rouantelezh Gwent, etre ar stêrioù Tawe hag Usk. Enderc'hel a rae e dachenn kêr a-vremañ Kerdiz. Tennañ a ra e anv eus ar roue Glywys a renas war-dro 480 met marteze e oa bet krouet abretoc'h gant un darn eus ar Silured.
Dizalc'h e chomas ar rouantelezh betek 560. Staget e voe ouzh Gwent neuze, goude marv ar roue diwezhañ Cadwg Ddoeth ha n'en doa hêr ebet. Adkrouet e voe e 755 evit mab roue Gwent Rhys ap Ithel hag e 850 evit Rhys ap Arthfael. E ziskennidi a renas war ar rouantelezh, unvanet gwechoù 'zo gant Gwent betek 950. Unvaniñ a reas neuze Morgan Hen Fawr an div rouantelezh hen ur vro anvet Morgannwg.
Teir isrouantelezh a oa e-barzh Glywysing : Gwynllwg, Penychen ha Gorfynedd.
Listenn rouaned Glywysing
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Glywys : war-dro 480
- Gwynllyw Farfog : 480 - 523 (roue Gwynllwg)
- Pawl : 500 - 540 (roue Penychen)
- Merchwyn Vesanus : war-dro 500 (roue Gorfynedd
- Cadwg Ddoeth : 523 - 560
- 560 - 755 renet gant Gwent
- Rhys ap Ithel : war-dro 755
- Arthfael Hen ap Rhys : 785 - 885
- 825 - 830 : renet gant Gwent
- Rhys ap Arthfael : 830 - 840
- Hywel ap Rhys : 840 - 886
- Owain ap Hywel : 886 - 930 (roue Gwent ivez)
- Griffith : 928 - 934 (roue Gower)
- Cadogan : 930 - 950 (roue Gwent ivez)
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia