Gouelan gris
| |||
---|---|---|---|
Ur gouelan gris
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Charadriiformes | ||
Kerentiad : | Laridae | ||
Genad : | Larus | ||
Anv skiantel | |||
Larus argentatus Pontoppidan, 1763 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar Gouelan gris[1] (liester: Gouelini gris) a zo un evn-mor, Larus argentatus an anv skiantel anezhañ. Un evn brazik eo. Kavet e vez gouelaned gris o neizhiañ e Norzhamerika, en Europa hag en Azia. An hini stankañ eus ar spesadoù gouelini eo, en hor bro. Lod a chom er vro, lod all a ya pelloc'h war-zu ar c'hreisteiz e-pad ar goañv.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aes eo ar gouelan gris da anavezout pa vez deuet d’e vent : gris-sklaer eo e gein war-bouez begoù an divaskell a zo du ha gwenn, gwenn eo ar peurrest eus ar c’horf, un arliv roz a zo d’an treid, war e bigos melen ez eus un tarchig ruz. Pa vez yaouankoc'h avat e vez rous e bluñv ha diaes eo da zigemmañ diouzh ar spesadoù gouelini nes, evel ar gouelan kein du pe ar gouelan louet.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-stroll e vev ar gouelini gris, en arvor hag a-hed ar stêrioù hag al lennoù. Neizhiañ a reont, a-vagadoù eta, war reier, inizi, met ivez war savadurioù er c’hêrioù.
O neizh a savont war ar reier pe war an douar en inizi pe en tevennoù. Tri vi a vez ganto peurvuiañ ha difennet-mat e vezont gant an tad hag ar vamm, gant o figosoù tev. Liesseurt ha trouzus eo o mouezh : c'hoarzhadennoù, galvadennoù…
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boued a bep seurt a ya ganto, evel gant ar spesadoù gouelini all : pesked bihan, kranked, kregin, vioù laboused all ha dilerc'hioù boued an dud. Stank e vezont kavet er c'hêrioù bremañ hag eno en em vagont diwar al lastez.
Traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evned stank int en hor bro hag er c'hêrioù m'int deuet da vezañ ur gwir walenn e klasker lakaat o niver da zigreskiñ.
Spesadoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a spesad hag isspesad nes a zo: Larus argentatus argenteus eo a vev e Breizh. E Skandinavia e kaver un isspesad brasoc'hik ha teñvaloc’hik: L. a. argentatus. Ur spesad kar, Larus cachinnans (gouelan gris ar c'hreisteiz), a vev en-dro d'ar Mor Kreizdouar, a c’heller kemmeskañ gant L. argentatus. E lodennoù all eus ar bed e kaver spesadoù all c’hoazh.
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Laboused ar vro, gant T. Huon
- Laboused an arvor, troet gant T. Huon ha P. an Habask, Al Lanv, 1984
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Perig Herbert, "Anvioù laboused Europa", Hor Yezh, niv.203-204, 1995, p.21.