Grip A
An influenzaviruz A a zo ar viruz e kaoz e diorroadur sintomoù ar grip (pe v/barr-arouez) a-vareadoù pe er bed a-bezh (kleñved-bed).
Viruz TRN int ha gouest diwar-se da gemm buan pe vuanoc'h en ur gontamaniñ spesadoù all ha dont da vezañ dañjerusoc'h.
Daou enepgen war-c'horre o bolc'henn a ro o anv HxNx, is-tipoù anezho.
Is-tip H1N1
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Influenzaviruz A is-tip H1N1 a ro o anv d'ar viruz is-tip H1N1 eus al lignez tip A. Kiriek int d'ar grip a-vareadoù dreistholl met ivez d'ar c'hleñvedoù-bed eus ar bloavezhioù 1918 ha 2009.
Barr-arouez-bed A (H1N1) 2009 a zo diorroet dre ar viruz-mañ. Disklêriet eo bet kleñved-bed e miz mezheven 2009 gant an OMS. Meur a c'hen eus spesadoù disheñvel o deus savet ar viruz-mañ, hoc'h, yer ha den met ur viruz etre-den eo bremañ ha n'eo ket ken "viruz an hoc'h" evel ma z'eus bet tu ober anezhañ.
Er bed a-bezh e seblant izelik a-walc'h ar varvelezh diwar e gontamadur daoust ma kendalc'ho tud da vervel diwarnañ ; un dreist-varvelezh a vez memestra gant ar maouezed o tougen hag an dud teuc'h.
Ar viruz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seblant a ra bezañ dioroet diwar un adaozadur etre :
- viruz ur "grip-hoc'h" Amerika an Norzh,
- viruz ur "grip-yer" Amerika an Norzh,
- viruz ur "grip-den" tip A an is-tip H3N2,
- viruz ur "grip hoc'h ha yer" Eurazia.
Er-fin eo ar viruz nevez-mañ ur meskad dibar.