Mont d’an endalc’had

Großstadt

Eus Wikipedia
Großstadt
livadur, teirzaolenn
Deiziad krouiñ1927 Kemmañ
Lec'hKunstmuseum Stuttgart Kemmañ
Krouet gantOtto Dix Kemmañ
Niverenn katalog95 Kemmañ
Danvez implijetoil paint, tempera, panel Kemmañ
DastumadKunstmuseum Stuttgart Kemmañ
Niverenn renablO-1890 Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.artsy.net/artwork/otto-dix-grossstadt-metropolis, https://sammlung.kunstmuseum-stuttgart.de/objekt/grossstadt Kemmañ

Großstadt zo un daolenn eus 1928 gant al livour alaman Otto Dix (18911969).

Un deirzaolenn eo, a ziskouez ur gêr diouzh an noz da vare Republik Weimar. Al lodenn gleiz a ziskouez ur soudard kozh mac'hagnet o vont etrezek gisti. An daolenn greiz a ziskouez diabarzh un davarn-noz gant ur strollad sonerien o lakaat tud pinvidik da zañsal. An daolenn dehoù a ziskouez gisti evit an dud pinvidik gwisket gant feur a zo o vale e-kichen ar soudarded vac'hagnet hep sellet outo.

Temoù lies a gaver en daolenn. Penaos bezañ ur vaouez, ar reizh, freuz ar mad en ur gêr vras vodern. Hervez ar gelennerez war an arzoù Marsha Meskimmon[1], ar soudarded kozh zo « diskouezet gwan e nouspet doare dre revelezh tagus maouezed Weimar. An ekonomiezh ha galloud ar reizh zo chomet etre daouarn merc'hed hep vertuz taolennet evel euzhviled ar vodernelezh. »

E Kunstmuseum Stuttgart emañ an daolenn abaoe 1972.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]