Gwalldaol an 19 a viz Kerzu 2016 e Berlin
Gwalldaol an 19 a viz Kerzu 2016 e Berlin a zo bet ur gwalldaol gant implij ur c'hamion lañset a-enep Marc'had Nedeleg Breitscheidplatz, e Berlin (Alamagn), d'an 19 a viz Kerzu 2016. An dagadenn sponterezh(Daveoù a vank)[1],[2],[3],[4] washañ eo da geñver an niver a dud aet da Anaon abaoe tagadenn an Oktoberfest e 1980, gant 13 lazhet.
Ar Stad Islamek a gemenn ez eo an aozadur a-dreñv ar gwalldaol dre an aozadur kelaouiñ Amaq News Agency. En desped d'ar gemennadenn en arabeg hag alamaneg, ar strollad ne zegas prouenn ebet a c'hellfe liammañ sklaer anezhañ gant an dagadenn[5],[6].
Lakaet e vez war-raok ez eo damheñvel ouzh gwalldaol ar 14 a viz Gouhere 2016 e Nisa lec'h ma oa bet implijet ur c'hamion lañset war arvesterien un tan-arvest ha ma oa bet lazhet 86 a dud ha gloazet 436.
19 a viz Kerzu 2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dagadenn he doa bet lazhet 12 den ha gloazet 48 a dud[7]. Ar c'hamion implijet a oa bet unan Scania du. Ar polis lec'hel a gemenn e oa deuet ar c'hamion dre Budapester Strasse a-raok tizhout ha chom a-sav dirak ar Kaiser-Wilhelm-Gedächtniskirche. Blenier ar c'hamion a oa sañset bezañ bet skampet kuit dre ar Zoologischer Garten Berlin, a-raok bezañ harzet ha kaset d'an toull-bac'h. D'an 20 a aviz Kerzu 2016 e oa anzavet gant ar polis o devoa harzet "an den fall" hag e oa neuze ar sponter gwirion "frank da seveniñ un taol-fall all en ur vezañ armet". An eil den a oa er c'hamion bet adkavet marvet gant ar polis alaman a oa bet lazhet gant ar sponter gant un arm-tan, blenier gwir ar c'hamion a oa-eñ genidik eus Polonia.
An den harzet e-plas blenier wir ar c'hamion a zo ur repuad a orin eus Pakistan[8].
20 a viz Kerzu 2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gortozet eo bet an 20 a viz Kerzu 2016 ha prezegenn Angela Merkel a-raok ma vefe embannet gant un doare sklaer e oa ur gwalldaol. Da 3 eur goude merenn goude ar prezegenniñ ez eo aet ar gañsellerez war lec'h ar gwalldaol.
Dieubet eo bet an den harzet d'an 20 a viz Kerzu 2016 dre un diouer a brouennoù a-enep dezhañ[9].
Gouzañverien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Lazhet | Gloazet | Notenn |
---|---|---|---|
Alamagn | 6 | Dianav | [10] |
Polonia | 1 | 0 | [11] |
Spagn | 0 | 2 | [12] |
Italia | 0 | 1 | [13] |
Liban | 0 | 1 | [14] |
Israel | 0 | 1 | [15] |
Dianav | 4 | 44 | [16] |
Hollad | 12 | 47 | [17] |
Disoc'h politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar gwalldaol, ar gañsellerez Angela Merkel a zo taget drouk gant strolladoù broadelour Alamagn e-penn anezho an Alternative für Deutschland. Rebechet e vez dezhi garv bezañ bet degemeret kement a repuidi er vro. Goude an AFD ez eus bet strolladoù pe tud politikel broadelourien anezho o deus rebechet ivez politikerezh ar repuidi a oa kaset da benn gant Angela Merkel[18].
Meur a benn Stad pe tud uhel dre ar bed o deus disklêriet gourc'hemennoù a gengañv goude ar gwalldaol[19].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) 20/12/2016 Lec'hienn lesoir.be: "Angela Merkel «bouleversée» par l’attentat à Berlin: «Cet acte sera puni»"
- ↑ (en) 20/12/2016 Lec'hienn independent.co.uk: "Angela Merkel on Berlin attack: 'We must assume it was terrorism'"
- ↑ (en) 20/12/2016 Lec'hienn nytimes.com: "Germany Looks for Terrorism Links in Deadly Berlin Market Attack'"
- ↑ (fr) 20/12/2016 Lec'hienn lepoint.fr: "Attentat à Berlin : Angela Merkel se dit "choquée et très triste"'"
- ↑ (en) 20/12/2016 Lec'hienn edition.cnn.com: "Berlin market: ISIS says it inspired attack"
- ↑ (de) 20/12/2016 Lec'hienn faz.net: "Nach Anschlag in Berlin IS reklamiert Attacke auf Weihnachtsmarkt für sich"
- ↑ (en) 19/12/2016 Lec'hienn http://m.washingtontimes.com : berlin truck crashes christmas market (At least 9 dead, many injured in truck attack on Berlin Christmas market)
- ↑ (en) 19/12/2016 Lec'hienn http://m.washingtontimes.com : Berlin truck driver reportedly a refugee from Pakistan.
- ↑ (fr) 20/12/2016 Lec'hienn francetvinfo : DIRECT. Berlin : le Pakistanais un temps suspecté est remis en liberté
- ↑ http://www.bbc.com/news/live/world-europe-38370364
- ↑ http://metro.co.uk/2016/12/20/first-victim-of-berlin-christmas-market-terror-attack-named-6335443/
- ↑ http://www.elconfidencial.com/mundo/2016-12-20/ataque-berlin-espanol-herido_1306581/
- ↑ http://www.ansa.it/sito/notizie/mondo/2016/12/19/camion-contro-mercato-di-natale-a-berlino-diversi-feriti_c0f0cc26-1b9a-4fef-ac1f-d40ed862077e.html
- ↑ http://mtv.com.lb/en/News/661870
- ↑ http://forward.com/news/breaking-news/357615/israeli-woman-missing-in-berlin-market-terror-attack-husband-injured/
- ↑ Live: Police investigate Berlin lorry attack (19 December 2016).
- ↑ "Berlin attack: So-called Islamic State claims responsibility" (in en-GB) (20 December 2016).
- ↑ http://time.com/4607711/europe-rightwing-populist-berlin-attack/
- ↑ http://europe.newsweek.com/berlin-attack-germany-angela-merkel-vladimir-putin-world-leader-reactions-afd-534118?rm=eu