Hércules Brito Ruas
Neuz
Hércules Brito Ruas (pell anavezetoc'h evel Brito), bet ganet d'an 9 a viz Eost 1939 e Rio de Janeiro (Brazil), a zo bet ur melldroader etrebroadel brazilian.
C'hwec'h gwech ha daou-ugent en devoa douget krez gwer hag aour A Seleção[1] etre 1964 ha 1972, hep markañ pal ebet.
Difenner kreiz e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Brito e daou zalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1966 bet aozet e Bro-Saoz,
- Kib vell-droad ar bed 1970 bet aozet e Mec'hiko ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil. Perzh e oa eus ar skipailh – Félix - Carlos Alberto, Brito, Piazza, Everaldo - Clodoaldo, Gérson - Jairzinho, Tostão, Pelé, Rivellino – a c'hounezas ar gourfenn ouzh hini Italia en Estadio Azteca (Mec'hiko) d'an 21 a viz Mezheven 1970.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Brazil.