Henry James
Henry James (New York, 15 Ebrel 1843 – Londrez, 28 C'hwevrer 1916) a oa ur skrivagner stadunanat, marvet e Bro-Saoz. Ur skrivagner a bouez e voe e dibenn an XIXvet kantved ha sellet a reer outañ evel unan eus ar romantourien saoznek vrasañ. Breur e oa d'ar prederour ha psikologour William James ha d'ar skrivagnerez Alice James.
Anavezet eo dreist-holl abalamour d'un toullad romantoù ma teskriv an darempredoù etre Stadunaniz hag Europiz hag o darempred gant ar galloud er gevredigezh. E-touez ar romantoù-se emañ The Portrait of a Lady, The Ambassadors ha The Wings of the Dove.
En e levrioù skrivet diwezhatoc'h e klaskas muioc'h-mui ober gant doareoù-skrivañ nevez. Deskrivañ a rae stad spered an tudennoù hag o emdroadur, evel ma ne veze ket graet kalz gant ar skrivagnerien saoznek betek e vare. Abalamour da se eo bet keñveriet e skridoù gant taolennoù an Impresionourien.
Ouzhpenn romantoù e voe embannet gant Henry James : danevelloù, pennadoù ha levrioù skridvarnerezh, levrioù beaj, pezhioù-c'hoari, arnodskridoù ha kounskridoù. Daoust ma oa bet ganet er Stadoù-Unanet ez eas da chom da Europa, betek ober e annez e Bro-Saoz ha dont da vezañ Breizhveurad e 1915, bloaz a-raok e varv.
Kinniget e voe e anv meur a wech da gaout ar Priz Nobel evit al Lennegezh, e 1911, 1912 ha 1916[1].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Istorioù berr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
|
Dastumadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Terminations (1893)
- The Soft Side (1900)
- The Better Sort (1903)
- New York Edition (1907–1909) [7]
- Travelling Companions (1919)
Danevelloù beajoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Transatlantic Sketches (1875)
- Portraits of Places (1883)
- A Little Tour in France (1884)
- English Hours (1905)
- The American Scene (1907)
- Italian Hours (1909)
- Within the Rim (1918)
Pezhioù-c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Theatricals (1894)
- Theatricals: Second Series (1895)
- Guy Domville (1895)
Arnodskridoù ha skrivarnadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Kounskridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- A Small Boy and Others (1913)
- Notes of a Son and Brother (1914)
- The Middle Years (1917) [3]
- Notebooks (Embannadurioù dalif da veur a vare)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) 'Lists of Nobel Prizes and Laureates - Nomnation Database'. Kavet : 01 Du 22.
- ↑ Kenlabour gant 11 skrivagner arall.
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 Diechu ha dalif.
- ↑ Dindan an talbenn Théodolinde.
- ↑ The Two Countries e oa talbenn an embannadur kentañ.
- ↑ Embannet ivez gant an talbenn The Friends of the Friends.
- ↑ Skridoù diuzet hag adwelet gant Henry James.