Herve Latimier
Neuz
Herve Latimier, ganet d'ar 4 Meurzh 1950 e Saint-Maurice[1], zo un den bet e karg e Ministrerezh an Deskadurezh vroadel hag un troour brezhonek. Mab eo da Andrev Latimier ha da Suzanna Drillet.
Lisead eo bet en Ivry-sur-Seine hag e Melun. Goude se eo bet studier er Skol-uhel studi war ar politikerezh e Pariz hag e skol vroadel ar velestradurezh. Kemeret en deus perzh e kuzul merañ ensavadur melestradur sokial an armeoù (Conseil de gestion de l'institution de gestion sociale des armées).
Bez' ez eo unan eus an dud a ra war-dro Al Liamm[2]. Kalz pennadoù en deus skrivet er gelaouenn-se, sinet gant e anv pe gant anvioù-pluenn.
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2001 : La validation des acquis professionnels au sein de l'éducation nationale., Pariz, Ministère de l'Éducation Nationale.
Troidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2014 : Peter Tremayne, Kegid d'ar gousperoù, Aber (kendroet gant Jean-Michel Mahe ha Ninnog Latimier).
Pennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2000 : Pour un État efficace, Cadres CFDT niv. 394.
- 2010 : La crise de confiance des hauts fonctionnaires, Le Monde.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Al Liamm 19, p. 79
- ↑ Lec'hienn Al Liamm