Herve ar Menn
Neuz
Herve ar Menn, e marilh an ti-kêr Hervé Le Menn, a zo bet ganet e Hañveg e 1899 ha marvet eo e Pariz e 1973. Implijad e voe en RATP. Dalc'het e vez eñvor anezhañ dre m'en deus savet a-raok ar brezel Kenvreuriezh ar Viniaouerien KAV. Dre ar gevredigezh-mañ eo e voe adroet lañs d'ar sonerezh e Breizh ha dreist-holl d'ar binioù. Meur a levr sonerezh a voe embannet ganto. Embannet e voe ivez levr ar C'horonal Bourgeois, ul levr e-lec'h ma kaver e-leizh a ganaouennoù hengounel.
Familh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tad Gwennole ar Menn hag Erwan ar Menn.