Heterotrofiezh
An heterotrofiezh zo ar redi evit boudoù bev zo ha n'hallont ket produiñ o magadur o-unan d'en em vagañ gant danvez organek. E-touez ar bevedegoù heterotrofek emañ holl al loened (Animalia) hag ar foue, lod eus ar bakteri hag eus ar protisted[1], ha kalz plant arvevat, e-skoaz ar pep brasañ eus ar plantoù hag ar sianobakteri zo aototrofek. An aototrofed zo gouest da dreuzfurmiñ danvez maenek e danvez organek gant ur vammenn energiezh d'en em vagañ. Ne c'hell ket an heterotrofed produiñ o danvez organek o-unan evel-se ha dleet eo dezhe he zennañ eus mammennoù karbon organek all, anezhe danvez plant pe loened dreist-holl. Gallout a reont tennañ anezhañ eus organegoù bev (evel an arvevaded) pa marv (preizherien, debrerien korfoù marv), pe c'hoazh eus dilerc'hioù boudoù bev all (evel ar saprofited : delioù marv, failhañs, ha kement zo...). Depantout a ra bezañs an heterotrofed eus hini an aototrofed, rak diazezet eo chadenn ar boued warne.
Peurliesañ e ra an heterotrofed gant an elfennoù organek, n'eo ket hepken evel mammenn karbon, met evel mammenn energiezh ivez, gant oksigen an aer evel oksider : analat a reont. Koulskoude, lod anezhe a c'hell ivez bevañ en un endro hep oksigen hag implijout ar goadur.
Ar c'habelloù-touseg hag ar foue, ha n'o deus na plastoù na klorofil, zo heterotrofek e-keñver ar c'harbon.
Implijet e oa bet ar ger heterotrofiezh da gentañ e mikrobevoniezh e 1946 evel ul lodenn eus rummatadur ar mikroorganegoù diazezet war o doare d'en em vagañ[2]. Implijet e vez bremañ war meur a dachenn, evel an ekologiezh da zeskrivañ chadenn ar boued.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ How Cells Harvest Energy. McGraw-Hill Higher Education.
- ↑ Lwoff, A., C.B. van Niel, P.J. Ryan, E.L. Tatum, "Nomenclature of nutritional types of microorganisms", Cold Spring Harbor Symposia on Quantitative Biology, pempvet embannadur, levrenn XI, Cold Spring Harbor, N.Y., 1946, pp. 302–303