Joy Division
Neuz
Joy Division a oa ur strollad sonerezh post-punk eus Bro-Saoz, pevar ezel ennañ : Ian Curtis (kan), Peter Hook (gitar-boud), Stephen morris (taboulin) ha Bernard Albrecht (gitar).
Savet eo bet en 1977 en Manchester (Bro-Saoz), liv ar sonerezh punk warnañ evel just.
Roet en deus lañs d'an sonerezh cold wave ha digoret hentoù muzikel nevez.
Ul levezon vras en deus bet war ar sonerezh rock abaoe ar bloavezhioù 1980.
Goude emlazh ar c'haner Ian Curtis, d'an 18 a viz mae 1980, eo bet divodet ar strollad Joy Division gant an tri ezel arall.
Savet ez eus bet a-c'houde ur strollad nevez ganto un nebeud mizioù diwezatoc'h : New Order.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1979 : Unknown pleasures
- 1980 : Closer
- 1981 : Still
- 1988 : Substance
- 1995 : Permanent
- 1997 : Heart and soul