Karadon
Neuz
Karadon (LFE: [kara:dɔn], Caradon e saozneg) a oa ur rannbarzh a Gernev-Veur ennañ en tu-hont da 80 gêriadenn isrannet e 41 parrez war gorread 664,39 km². E 2005 e oa 82.100 a dud o vevañ eno. E Lyskerrys edo ar greizenn velestradurel.
Kelliwik, Lyskerrys, Logh, Essa ha Penntorr e oa ar c'hêrioù pennañ.
Krouet e oa bet ar rannbarzh d'ar 1añ a viz Ebrel 1974 pa oa bet enteuzet kumunioù Lyskerrys hag Essa gant Rannbarzhoù War-ar-maez Logh ha Penntorr ha gant Rannbarzh War-ar-maez Lyskerrys ha Rannbarzh War-ar-maez Lannales. Mont a reas da get d'ar 1añ a viz Ebrel 2009, kendeuzet ma voe, evel Distrigoù all Kernev-Veur, gant ar C'huzul-Kontelezh da sevel a-gevret hiviziken Kuzul Kernev-Veur.
|