Mont d’an endalc’had

Kevredad (gwir gall)

Eus Wikipedia
Kevredad
meizad gwirel
Iskevrennad euspartnership Kemmañ
Anv berrGbR, s.c., SC Kemmañ

E Bro-C'hall, meizad ar c'hevredad a zo termenet gant mellad 1832 ar C'hod keodedel :

« Ensavet eo ar c'hevredad gant daou pe meur a hinienn a ziviz dre gevrat dereiñ d'un embregadenn boutin madoù pe o oberiantiz e sell da rannañ ar gounid pe da dennañ splet eus an arboelladenn a c'hello disoc'hiñ diwar se.
Gallout a ra bezañ ensavet, e degouezhioù termenet gant al lezenn, dre akta bolontez un hinienn hepken.
Ar re gevredet a n' em ouestl da gemer perzh er c'holloù.
 »

En destenn-mañ e taolenna an embregerezh an obererezh boutin hag ar c'hevredad a zo an enkorfadur gwirel a gaso an embregerezh-se da wir.

E kemm gant seurtoù all a dudelezh – pergen ar c'hevredigezhioù –, ur c'hevredad en deus atav ur c'halvidigezh armerzhel (pourchas madoù ha servijoù da baeañ, genel spletoù pe arboelladennoù, hag o rannañ), gwezh a vez (ral a wezh) a-gevret gant ur c'halvidigezh sokial.

Rummoù kevredadoù (er gwir gall)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevredadoù kenwerzhel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ ar c'hevredadoù-se dindan gwir ar c'henwerzh/an aferioù.

Kevredadoù keodedel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An holl gevredadoù nann kenwerzhel a zo keodedel. Dindan ar gwir keodedel emañ ar c'hevredadoù-se.

An tri diwezhañ-mañ a vod izili ar micherioù frank reolennet (kontourien-prizachourien, mezeien, breutaerien, ha c'hoazh) evit reiñ dezho an tu da embreger a-stroll ha da rannañ ar frejoù lojeiz ha framm (rannañ ur sekretourva, da skouer).