Mont d’an endalc’had

Kreien

Eus Wikipedia

Evit kêr alaman Kreien, gwelout Kreien (Alamagn).

Kreien patatez.
Kreien makaroni, keuz ha kig.

Kreien zo ur meuz poazhet er forn en ur plad bas, goloet gant paladur, keuz rasklet, vioù pe amann hag a zeu da vezañ ur greunenn rous ha brusk dindan grater ar forn. Servijet e vez en e blad-poazhañ end-eeun.

Kreien graet gant avaloù-douar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur meuz ordin eo e kalz broioù. Lakaet e vez en ur plad skejennoù avaloù-douar poazhet en dour, goloet gant keuz, ha poazhet e vez pep tra er forn. Ur soubilh a vez lakaet alies, bechamel, mornay hag all.

Kreien giz Daofinez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ober kreien giz Daofinez eo ret lakaat skejennoù avaloù-douar en ur plad gant dienn ha kignen. Goloet e vez gant keuz pe vioù a-wechoù.

Kreien giz Savoia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e vez skejennoù avaloù-douar ha keuz beaufort, amann ha bouilhoñs.

Janssons frestelse

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar meuz svedat-se, hag a dalv kement ha « temptadur Jansson », zo kreien avaloù-douar, onion ha pesked-mir.

Kreien toazennoù, kig ha/pe legumaj

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Toazennoù a c'hall bezañ lakaet e-lec'h avaloù-douar, evel penne, rigatoni, fusilli / spirelli pe tagliatelle.

Doareoù all d'ober :

  • kreien endivez gant morzhed-hoc'h
  • kreien kourjetez
  • Parmigiana : kreien berjinez, tomatez, bruzun bara hag eoul olivez (meuz italian)
  • kreien kaol-fleur
  • kreien pinochez
  • kreien butternut

Kreien boued-mor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Garlized a vez aozet er mod-se, gant tokoù-touseg ha keuz. Kreien toun ha kreien kregin-Sant-Jakez zo ivez. Gant meskl e vez graet ar meuz italian Cozze gratinate.

Kreien sukret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer ober kreien gant frouezh : ur meskad anezho, bananez...