Leo Fender
Clarence Leonidas Fender (10 a viz Eost 1909 e Fullerton (California) - 21 a viz Meurzh 1991) a oa krouer an embregrezh luderezh Fender, un embregerezh a brodu gitaroù tredan, gitaroù boud tredan ha songreskerien. Lod brasañ ar binvioù Fender a zo bet krouet er bloavezhioù 1950, kalz brud o deus c'hoazh hiziv an deiz. Embregerzhioù all, evel Marshall da skouer, 0 deus implijet binvioù krouet gant Fender a-benn arnodiñ o re. Leo Fender ha Les Paul a zo gwelet evel an daou zen o deus garet ar muiañ evit a sell ouzh diorren ar binvioù sonerezh tredan en XXvet kantved. E-touez binvioù brudetañ Fender emañ ar gitaroù Telecaster ha Stratocaster, hag an daou c'hitar boud Precision Bass ha Fender Jazz Bass.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa bugel e oa dedennet Fender gant ar c'hefluskerioù tredan hag ar skingomzerioù. Da 16 vloaz e krouas e c'hitar kentañ, Leo's baby e nav. Goude bezañ bet o labourat e California Highway Department e krouas un embregrezh dresañ skingomzerioù. E 1946 e tivizas, asambles gant Clayton « Doc » Kauffman, kreskiñ e embregerezh, hag ober war-dro gitaroù tredan ha songreskerien. Buan e voe dedennet Fender gant gitaroù ur c'horf leun dezho. Ar gitar Broadcaster a grouas asambles gant George Fullerton e 1950. Ur prosez a voe, peogwir e oa perc'henn Grestch war ur rummad taboulinoù anvet Broadkaster. Ar gitar a voe anvet Telecaster neuze. Ar Precision Bass a voe krouet e 1951 hag ar Stratocaster e 1953. Er bloavezhioù 1950 ez eas embregerezh Fender war gresk, rak implijet e voe muioc'h-mui binvioù Fender gant ar sonerien. Er bloavezhioù 1960 e voe krouet ar gitaroù Jaguar ha Jazz Master, hag ar gitar boud Fender Jazz Bass. E 1965 e werzhas Fender e embregerezh da CBS evit 13 milion dollar. Er bloavezhioù 1970 e krouas ur merk nevez, anvet Music Man. E 1979 en em strollas gant George Fullerton ha Dale Hyat, hag asambles e savjont ur merk nevez anvet G&L.