Mont d’an endalc’had

Lic'has

Eus Wikipedia
Herakles ha Lic'has, taolenn gant Pavel Sorokin, 1849).
Herakles o kregiñ e treid Lic'has, delwenn diwar zorn Antonio Canova.

Lic'has (Λίχας e gregach) a oa mevel Herakles, hag an hini a roas dezhañ da wiskañ ar roched kontammet, a-berzh e bried Deianeira, a oa savet gwarizi dezhi abalamour d'ar goantenn Iole, hag a lazhas he fried evel-se.

Herakles a soñjas e oa bet kontammet gant ar paotr, hag en e gonnar e krogas er paotr war-bouez e dreid hag e skoas anezhañ er mor. Troet e voe en karreg, pe hervez ur vojenn all, e stinkas tammoù eus e gorf d'ober inizi ar Mor Egea.


Kontet eo an istor en div oberenn-mañ:

Lic'has o tegas toneg Nessos da Herakles, engravadur gant Hans Sebald Beham evit "Labors of Hercules" (1542–1548)

Kab Lic'hada eo al lec'h, hervez ar vojenn, ma voe taolet Lic'has er mor gant e vestr Herakles .