Mont d’an endalc’had

Lioudmila Mic'hailovna Pavlitchenko

Eus Wikipedia
Lioudmila Mic'hailovna
Pavlitchenko

E 1943, oadet a 27 vloaz
Anv Людмила Михайлівна
Павліченко
Bet ganet Людмила Павличенко Бєлова
Lioudmila Mic'hailovna Belova
Lesanv Lady Death
Ganedigezh 12 Gouere 1916
Bila Tserkva
Banniel an Impalaeriezh rusian Impalaeriezh rusian
(Banniel Ukraina Ukraina hiziv)
Marv 10 Here 1974
Moskov
URSS

Micher Soudardez
Tennerez-spieg
Istorourez
Arme Lu Ruz
Morlu Soviedel
Renk Letanant (Lu Ruz)
Major (Morlu)
Unvezioù 54vet Fuzuilherien Stenka Razin
25vet Rannarme Fuzuilherien
Sturvod ar Morlu
Servij 1941-1953
Brezelioù Eil Brezel-bed
Enorioù Medalenn an Trec'h war Alamagn er Brezel Brogar Meur 1941-1945 Medalenn Difenn Odesa Medalenn Difenn Sevastopol
Medalenn Difenn Odesa Medalenn an Dellezegezh er Stourm Urzh Lenin
 Steredenn Aour

Pried Aleksey Pavlitchenko
Bugale Rostislav Pavlitchenko

Lioudmila Mic'hailovna Pavlitchenko (ruseg : Людмила Михайловна Павличенко, ukraineg : Людмила Михайлівна Павліченко ; ganet Lioudmila Mic'hailovna Belova, 12 a viz Gouere 1916 – 10 a viz Here 1974) a oa ur dennerez-spieg soviedel[1] war talbenn ar Reter an Eil Brezel-bed. Roet e voe an titl a Harozez an Unvaniezh Soviedel dezhi peogwir he doe lazhet 309 enebour, hag al lesanv Lady Death abalamour d'he ampartiz hep he far da dennañ gant ur fuzuilh.

Ganet e voe Lioudmila Belova e Bila Tserkva (Impalaeriezh Rusia) d'an 12 a viz Gouere 1916 ha pa oa 14 vloaz en em stalias he familh e Kyiv. Lakaat a reas he anv en ur c'hlub tennañ ha dont a reas da vezañ ur mailh-tennerez en ur labourat evel micherourez e labouradeg arsanailh Kyiv. Dimeziñ a reas d'un doktor tro-dro d'he 16 vloaz hag ur mab he devoe.

Pa oa o studiañ an Istor e Skol-veur Kyiv e krogas an arme alaman da aloubiñ an tiriad soviedel e miz Even 1941. E-touez ar re gentañ e voe oc'h en em gavout er burev-enrollañ ha goulenn a reas en em gannañ en droadegiezh. Klasket e voe ober un glañvdiourez anezhi met nac'hañ a reas. Kaset e voe da 25vet rannarme troadegiezh an Arme Ruz.

Pavlitchenko en un trañche e 1942
Foto gant Israel Ozersky

Dont a reas da vezañ unan eus 2 000 maouez mailh-tenner an Arme Ruz (500 hepken a oa bev c'hoazh e fin ar brezel). Lazhañ a reas he daou enebour kentañ e-kichen Biliaivka en Ukraina gant ur fuzuilh tennata dornel Mosin-Nagant 91/30 aveet gant ul lunedenn P.E. 4. Deskrivañ a reas kement-se evel he « badeziant an tan » peogwir e oa deuet da vezañ un dennerez-spieg da vat.

En em gannañ a reas Pavlitchenko e-pad 2 viz hanter e-kichen Odesa, ma lazhas 187 enebour. Dimeziñ a reas d'un tenner-spieg all, Aleksei Kitsenko, da 25 bloaz, met lazhet e voe hennezh nebeut goude. Pa oa mestr an Arme roumanian war Odesa e voe kaset he unvez dre vor da Sevastopol, e ledenez Krimea. E miz Mae 1942 e voe meneget al letanant Pavlitchenko gant Kuzul Arme ar Su evit bezañ lazhet 257 soudard alaman. En holl ez eus kadarnaet 309 den lazhet ganti er brezel, en o zouez 36 mailh-tenner enebour eus an Ahel. E miz Even 1942 e voe gloazet gant un tenn mortez. Peogwir e krogas da vezañ brudetoc'h-brudetañ e voe tennet eus an talbenn war-bouez ur miz goude bezañ pareet, hag ur vouezh-aotreet eus an Arme Ruz e teuas da vezañ.

E miz Gwengolo 1942 e voe kaset da Ganada ha d'ar Stadoù-Unanet[2] evit gounit ar Gevredidi da zigeriñ un eil talbenn er C'hornôg a-enep an Trede Reich. Kouviet e voe d'an Ti Gwenn gant ar prezidant Franklin Delano Roosevelt, ar geodedez soviedel gentañ da vezañ degemeret gant ur prezidant stadunanat. Pedet e voe gant Eleanor Roosevelt d'ober un droiad dre ar vro evit kontañ ar pezh he doa graet war an talbenn. Mont a reas dirak an International Student Assembly bodet e Washington D.C., kemer a reas perzh e bodadegoù ar CIO, ur c'hengevread sindikadoù, ha prezegennoù a reas e New York hag e Chicago. Profet e voe ur bistolenn emgefreek Colt dezhi gant an Amerikaned. Roet e voe ur fuzuilh-lunedenn Winchester dezhi e Kanada hag a zo diskouezet bremañ e Mirdi kreiz an Nerzhioù armet e Moskov. P'edo e Kanada gant Vladimir Pchelintsev, ur mailh-tenner all, ha Nikolai Krasavtchenko, penn Aozadur ar Yaouankiz e Moskov, e voe degemeret gant miliadoù a dud e porzh-houarn Union Toronto. Mont a reas goude da Vreizh-Veur, da weladenniñ Coventry ha Birmingham[3].

Deuet da vezañ major[4], ne voe ket adkaset Pavlitchenko d'an talbenn hag en em ouestlañ a reas da stummañ ar mailh-tennerien soviedel betek fin ar brezel. Roet e voe medalenn aour Haroz an Unvaniezh Soviedel hag Urzh Lenin div wech dezhi, hag embannet e voe un timbr en he enor.

Goude ar brezel ec'h echuas he studioù e Skol-veur Kyiv hag e krogas da labourat evel istorourez. Eus 1945 da 1953 e labouras evel klaskerez skoazellerez e penngarter ar Morlu soviedel. Oberiant e voe goude e Poellgor soviedel soudarded-kozh ar brezel. Eleonor Roosevelt a zeuas d'he gweladenniñ e Moskou e 1957.

D'an 10 a viz Here 1974 e varvas Lioudmila M. Pavlitchenko e Moskov diwar un arsav kalongwazhiedel d'an oad a 58 vloaz. Goude ar brezel e oa bet tapet gant an diwaskadur abalamour da varv he fried e-kerzh ar brezel, gant ar strafuilh stres post-traomatek hag an alkoolegezh ivez, ar pezh a zispleg moarvat perak e varvas yaouank a-walc'h. Beziet e voe e bered Novodevitchi.

Graet e voe un eil timbr-post anezhi e 1976 hag ul lestr-karg ukrainat zo anvet diwar he anv.

E 2022, un dennerez ukrainat er brezel a-enep Rusia zo bet lesanvet "Lady Death" diwar skouer Lioudmila Mic'hailovna Pavlitchenko [5].

  • An emgann evit Sevastopol (Битва за Севастополь), ur film rusian hag ukrainat sevenet e 2015 gant Sergei Mokritski, diwar he fenn.
  • He eñvorennoù zo bet embannet ivez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Keodedourez soviedel a vroadelezh rusian hervez fichenn buhezskrid al lec'hienn rusek www.warheroes.ru.
  2.  , Time Magazine, 28 a viz Gwengolo 1942. [1]
  3. The New York Times, 8 a viz Du ha 5 a viz Kerzu 1942.
  4. Ur rez uheloc'h eo major eget kabiten en Arme soviedel.
  5. [[2]]
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan