Louis Henri Nicot
Neuz
Louis Henri Nicot, bet ganet e Roazhon d’an 12 a viz C’hwevrer 1878, a oa un delwennour hag ur c’hizellour.
Bet skoliad Skol-rannvro an Arzoù-kaer e Roazhon, aet e oa da heuliañ kentelioù Skol vroadel an Arzoù-kaer. Kelenner e oa bet e Skol an arzoù pleustrek e Pariz. A bep seurt oberennoù a oa bet savet gantañ :
- Meulgan da varv un nijer lazhet en emgann (1912),
- Meur a vonumant d'ar re varv savet war-lerc’h ar Brezel-bed kentañ (e Gwenvenez-Penfaou ha Kankaven da skouer),
- Monumant re varv lu ar Roen (Bered vras Mainz en Alamagn),
- Evangéline (medalenn aour da geñver saloñs an Arzourien c’hall e 1933),
- La Jeune fille au lévrier (e Luksembourg 1935),
- La Martyre de Longfellow,
- ar briñsez Napoleone Elisa Baciocchi bugel (e Mirdi an Arzoù-kaer e Roazhon),
- Hanter zelwennoù Charles Le Goffic, an amiral Émile Guépratte,
- Delwenn Théodore Botrel e Pont-Aven,
- Annaig, Mamm-gozh Ar Faoued, e oberenn vrudetañ sur a-walc'h.
Priziet e veze e briajoùigoù breizhek ivez evel Les Trois Commères, Le Léonard au Veau, Le Mendiant, La Marchande de Poulets... kaset da benn evit ar feilhañserezh Henriot e Kemper.
Aet e oa da Anaon a-daol-trumm d’an 12 a viz Gouere 1944 e Pariz e-lec’h m’edo o chom.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Patrick Moneger ha Jos Pennec, Louis Henri Nicot, sculpteur breton, Rennes 1878 - Paris 1944, Bulletin et Mémoires de la SAHIV, t. CXI, 2007, p. 355-386 da lenn amañ