Mont d’an endalc’had

Manipur

Eus Wikipedia

Manipur (মনিপুর e meiteieg, yezh ar vro) zo unan eus stadoù Unaniezh India, gant ur gorread 22 327 km². Er bloavezh 2001 e oa 2 388 634 a dud o chom er stad vihan-se. Imphal eo ar gêr-benn. Emañ Manipur war harzoù India : er reter emañ Myanmar (Birmania), en hanternoz Nagaland, er c'hreisteiz Mizoram hag er c'hornôg Asam.

Ur vroig veneziek eo, gant kernioù a dap betek 2500 metr uhelder. Eztennañ a reer glaou eus ar c'hondon ha holen eus an eienennoù dour tomm. E-leizh a loened gouez a gaver er vro : olifanted, tigred, arzhed, kirvi, marmouzed, bualed ha naeron bras.

Ar meiteieg hag ar saozneg eo an div yezh ofisiel.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry