Mont d’an endalc’had

Mari Betania

Eus Wikipedia
Jezuz e ti Marta ha Mari , gant Tintoretto
Jezuz e ti Marta ha Mari, livet gant Jan Vermeer van Delft e 1654-1655.
Jezuz e ti Marta ha Mari, gant Diego Velázquez

Mari Betania zo ur vaouez meneget en Testamant Nevez, diskiblez da Jezuz. C'hoar eo da Lazar ha Marta.
Hervez an hengoun katolik e vije ar memes den evel Mari Magdala, pe santez Mari Madalen. Hervez ar brotestanted ha reizhkredenneien e vijent daou zen disheñvel.

Hervez ur vojenn diwanet er Grennamzer e vije deuet An Div Vari (fr:Saintes Maries), Mari Betania ha Mari Madalen, da chom da Vro-Brovañs hag e vijent beziet e Saint-Maximin-la-Sainte-Baume.


Meur a daolenn zo diwar-benn Jezuz e ti Marta ha Mari. E-touez ar re vrudetañ e c'haller menegiñ re Tintoretto, Jan Vermeer van Delft ha Diego Velázquez.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]