Micaela Bastidas
Micaela Bastidas Puyucahua ( war-dro 1745-1781) a oa ur vaouez yaouank, merc'h da Manuel Bastida, a orin afrikan, ha da Josefa Puyucahua, indianez. Koant meurbet e oa hag anavezet e oa evel Micaela la zamba, an anv a veze roet en amzer-se d'an hironed.
En 1760, da 15 vloaz, e timezas da José Gabriel Condorcanqui, anavezet ivez evel Túpac Amaru II, unan eus harozed istor Perou, en iliz Nuestra Señora de la Purificación, e kêriadenn Surimana, bro he fried.
Tri mab he doe, Hipólito (1761), Mariano (1762) ha Fernando (1768). Tapet e voe Micaela Bastidas goude faezhadenn an emsavadeg, ha lakaet d'ar marv. Troc'het e voe he zeod outi gant ar vourevien, skoulmet ur gordenn ouzh he gouzoug, sachet warni, hag e-keit ma edo o vervel e skoent ganti en he c'hof hag he bruched er Plaza de Armas e Cusco, d'an 18 a viz Mae 1781, da 36 vloaz, dirak he fried, goude bezañ ranket arvestal ouzh marv he mab henañ.