Oscar Peer
Oscar Peer (23 a viz Ebrel 1928 - 22 a viz Gwengolo 2013) a oa ur skrivagner hag ur yezhoniour romañchek. Anavezet eo abalamour d'e c'heriadur romañcheg-alamaneg.
Ganet e voe d'an 23 a viz Ebrel 1928 e Lavin en Engiadina Izel en ur familh baour. Mont a reas da vestr-skol ha kelenn a reas e skolioù kentañ derez Tschierv ha Favugn (Felsberg). Goude-se ez eas da studiañ an alamaneg hag ar yezhoù romanek da skol-veur Zürich ha da Sorbonne e Pariz. Un dezenn a savas diwar-benn ar skrivagner romañchek Gian Fontana. Kelenn a reas e Winterthur hag e Chur, en ur skol-vistri, adalek 1970. Broudet e voe da skrivañ gant e vreur, Andri Peer, a oa skrivagner ivez. Sevel a reas danevelloù ha romantoù, e romañcheg dreist-holl hag en alamaneg ivez. Sevel a reas ivez ur geriadur divyezhek romañcheg-alamaneg eus ar rannyezh komzet gantañ, romañcheg Engiadina (Dicziunari ladin-tudais-ch). Pouezañ a rae kalz war talvoudegezh ar rannyezhoù romañchek, enebet ouzh ar yezh unvan.
Gounit a reas ar Priz Schiller (Grosser Schillerpreis) evit e holl oberenn lennegel, e 1996.