Mont d’an endalc’had

Osroene

Eus Wikipedia
Proviñs roman Osroene, 120

Osroene (anvet ivez Osrohene, Osrhoene; Siriakeg: ܡܠܟܘܬܐ ܕܒܝܬ ܥܣܪܐ ܥܝܢܶܐ Malkuṯā d-Bēt Ōsrā Īnē), anavezet ivez dre anv he c'hêr-benn, Edessa (Şanlıurfa hiziv e Turkia), a raed eus ur rannvro er reter da red uhelañ an Eufrat; a-viskoazh eo bet ar ranndir-se un dachenn emgann evit ar galloudoù bet o ren tro-ha-tro war Azia Vihanañ, Persia, Siria, hag Armenia. Osroene zo bet unan eus ar rouantelezhioù deuet war-c'horre goude diskar Impalaeriezh ar Seleukided. En em ledañ a rae ar rouantelezh Siriak war un dachenn zo bremañ war an harzoù etre Siria ha Turkia.

Er vro-se eo eo ganet "mojenn Abgar". Sellout ouzh Abgar Edessa.

E 114 e voe lonket Osroene gant an Impalaeriezh roman ma voe degemeret da Stad sujet damemren. Goude ur prantad dindan Impalaeriezh ar Sasanided (Persia) e teuas da vezañ ur broviñs roman voutin e 214.

Da c'houde reizhadennn an detrarkiezh gant an Impalaer Diokletian e-tro 300 e teuas Osroene da vezañ ul lodenn eus diosez Oriens, er prefeti dezhañ an hevelep anv. Renet e veze gant un Dux (Dug) dezhañ ar renk a vir spectabilis

Rouaned Osroene

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]