Mont d’an endalc’had

Robinson Crusoe

Eus Wikipedia
Ur pennad Robinson zo ivez.
Kentañ embannadur Robinson Crusoe
Enezenn Robinson Crusoe
Crusoe ha Friday – Skeudenn gant Carl Offterdinger (1829-8189)
Robinson Crusoe hervez Walter Paget

Robinson Crusoe (/rɒbɪnsən ˈkruːsoʊ/ hervez an distagadur saoznek) zo ur romant saoznek gant ar skrivagner saoz Daniel Defoe (~1660-1731), embannet e 1719.

Savet eo diwar buhez ar moraer skosat Alexander Selkirk (1676-1721). Skrivet eo er c'hentañ gour unan. C'hoarvezout a ra en un enezenn didud ma chom Robinson e-pad 28 vloaz. Anaoudegezh a ra gant un den anvet Friday ("Gwener"), Man Fridaya-wechoù, hag o-daou e vevont meur a vloaz hep gallout kuitaat an enez.

Hervez an embannadur kentañ e 1719 e oa skrivet al levr gant Robinson Crusoe e-unan, ma kredas al lennerien e oa gwir ar fedoù. Hemañ e oa an titl en e hed : The Life and Strange Surprizing Adventures of Robinson Crusoe, Of York, Mariner: Who lived Eight and Twenty Years, all alone in an un-inhabited Island on the Coast of America, near the Mouth of the Great River of Oroonoque; Having been cast on Shore by Shipwreck, wherein all the Men perished but himself. With An Account how he was at last as strangely deliver'd by Pyrates .

Robinson-Kreutznaer Crusoe eo anv klok an dudenn a dremenas 30 vloaz en un enez distro ha didud, nepell diouzh Enez Trinidad, ma kavas debrerien-tud, prizonidi, moraerien emsavet, a-raok bout tennet aleshont.

Savet e vefe bet an istor diwar buhez Alexander Selkirk, ur moraer hag a vevas gant e gi war un enezenn er Meurvor Habask anvet "Más a Tierra", a-vaez da Chile hag anvet "Enez Robinson Crusoe" abaoe 1966, met mammennoù all zo bet kinniget ivez.

E 1651 e kuitaas Robinson Crusoe kêr York e Bro-Saoz, da vont da borzh Hull, da lestrañ enep d'e dud a felle dezho ez aje da alvokad. Peñse a reas. Ne vern, adlestrañ a reas. Arsailhet e voe al lestr gant morlaeron eus Sallee (ar Sallee Rovers) ha setu Crusoe o sklaviñ e ti ur Maour. Dont a reas a-benn da dec'hel en ur vag, ha gantañ ur paotr anvet Xury. Sikouret e voe gant ul lestr portugalat o tremen er-maez da aod kornôk Afrika, hag o vont da Vrazil. Erru e Brazil e werzhas Crusoe ar paotr Xury d'ar c'habiten, ha kregiñ da labourat, kement ha ken bihan ma teuas da vout perc'henn ur blantadeg.

E 1659, da 28 vloaz, ez eas gant ur bagad tud da vorianeta.

Un heuliad nebeut anavezet zo bet : The Farther Adventures of Robinson Crusoe e 1719. Darn diwezhañ troioù Robinson e oa da vezañ, met un darn all a voe ouzhpennet e 1720, Serious Reflections During the Life & Surprising Adventures of Robinson Crusoe, With His Vision of the Angelic World.

Lakaet eo bet an istor e brezhoneg dindan an talbenn « Abrobin » gant Yeun ar Gow (Al Liamm, Brest, 1964) ; n'eo ket bet troet skrid Defoe avat, met un doare berraet, gallek, evit ar yaouankiz. Adembannet e voe gant Al Liamm e 2005 e-giz : Daniel Defoe, Robinson Crusoe, Brezhoneg gant Yeun ar Gow.

Meur a droidigezh c'hallek zo bet :

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

== Notennoù ==

  1. Skrid klok, troet gant Pétrus Borel.
  2. Robinson Crusoé. enrichi de La vie de Daniel de Foé. d'une Notice sur le matelot Selkirk, sur Saint-Hyacinthe, sur l'île de Juan-Fernandez, sur les Caraïbes et les Puelches. et d'une Dissertation religieuse. par Daniel de Foé ; trad. de Petrus Borelpar Tome I et II el lec'hienn Gallica
  3. Gallimard

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.