Romuald Texier
Neuz
Romuald Texier zo un den eus Bruz, e Bro-Roazhon, hag en doa savet al lec'hienn Kervarker e 1995.
Bet eo o kelenn jedoniezh e Skolaj Diwan ar Releg ha kemeret en doa perzh en embannur ur romant skolidi enlinenn[1].
E miz Genver 2006 e oa bet kaset d'an ospital da Roazhon da gaout ur galon nevez en e vruched.
Labourat a ra gant Div Yezh e Bruz ma ro kentelioù brezhonek.
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Div gontadenn el levrig Ur voutailh war an traezh, embannadurioù Sav-Heol.