Shtandart (fourgadenn, 1999)
Штандартъ / Shtandart
| |
---|---|
Er Mor Baltek e 2007 | |
Istor | |
Riez | Rusia |
Perc'henn | Shtandart Project Sankt-Peterbourg |
Saver | Amiraliezh Petrovsky |
Chanter | Skol-vor Sankt-Peterbourg |
Kabiten | Владимир В. Мартусь Vladimir V. Martous |
Banniel | • Rusia (1999-2024) • Inizi Cook (abaoe 2024) |
| |
Framm | Tourmantin war memproù derv |
Keinet | 4 a viz Du 1994 |
Moret | 4 a viz Gwengolo 1999 |
Paramantet | 25 a viz Even 2000 |
MMSI | 273452840 Igorell voned : UAEM |
Marilh | CЗ-13-14 / SZ-13-14 |
Porzh stag | Sankt-Peterbourg |
Statud | Lestr-skol |
Skipailh | • 1703 : 120 den • 1999 : 10 pad + 30 stajiad·ez |
Dezverkoù | |
Rumm | Fourgadenn, teirgwern karrez |
Doare | Advag pennlestr Pyotr Iañ (1703) |
| |
Dilec'hiad | 220 t |
Hirder | 34,50 m (en holl) 25,88 m (marilhet) |
Pennvaod | 6,95 m |
Uhelder | 33 m (gwern vras) |
Kalandour | 3 m – 3,30 m |
Pontoù | 3 |
Fard | • Kriz : 128 t • Rik : 38 t |
Poulzañ | • Lien : 660 m² (3 gwern, 14 gouel) • Erlusk : 2 x Volvo Penta • Erlusk : (480 kW / 460 CV) |
Tizh | 10 skoulm |
| |
Kanolioù | 1703 : 28 kanol-brezel 1999 : 7 kanol-saludiñ |
Shtandart (ruseg : Штандартъ) zo un advag eus ar fourgadenn rus heñvelanvet e 1703, savet gant an AMG Project Shtandart (Проект Штандарт) e Sankt-Peterbourg.
Eus an nederlandeg standaart ("astandard", "banniel"), Standarte ha Stanhart en alamaneg, étendard e galleg, e teu anv al lestr.
Ul lestr-skol eo Shtandart, etrebroadel eo he skipailh pad hag an dud a vez e staj e bourzh.
Bepred e kemer ar fourgadenn perzh e bodadegoù etrebroadel listri hag e festivalioù, ha meur a wech ez eo bet gwelet e filmoù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al lestr orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa mennet an tsar Pyotr Iañ (1672-1725, ren 1682-1725) da ziorren merdeadurezh Rusia e veajas da Vro-Saoz ha da Holland evit deskiñ ar sevel bigi[1]. E Bro-Saoz e labouras e-pad pevar miz evel kalvez e porzh Deptford e London[1].
E 1702, e barr Brezel Bras an Hanternoz enep Sveden (1700-1721), e tresas an tsar ar fourgadenn 28 kanol, a voe echuet e 1703 hag a ziarbennas Svediz e Sankt-Peterbourg e 1705. Kentañ lestr Lestraz ar Mor Baltek e voe Shtandart[2]. Un ardamez nevez a voe krouet evit diskouez ar pevar mor a c'helle Rusia tizhout[2].
-
Ar banniel nevez
-
Kentañ lestr al Lestraz Baltek
(1705)
Pyotr Iañ e voe kabiten Shtandart, a oa lestr amiral al lestraz. War gourc'hemenn an tsar, ar fourgadenn a gemeras perzh e meur a emgann, ha buan e troas da arouez merdeadurezh Rusia[2].
E stad fall-tre e voe al lestr adalek 1711 en abeg ma ne oa ket bet sec'h a-walc'h ar prenn a oa bet implijet evit e sevel. Nevesaet e voe neuze, ha betek 1719 e chomas war vor. Goude e zizarmañ e c'hourc'hemennas Pyotr Iañ ma vije miret ad vitam æternam evel lestr kentañ al lestraz ha patrom ijin Rusia a-fet sevel bagoù ; war kanol Kronverskaya e Sankt-Peterbourg e voe miret.
Er bloaz 1727 ez urzhias an impalaerez Ekaterina Iañ (1684-1727, ren 1725-1727) ma vije lakaet Shtandart war ar sec'h evit e gempenn, hogen drailhet e voe ar c'houc'h gant ar funioù pa voe gorreet ; distrujet e voe ar fourgadenn neuze. An impalaerez a c'hourc'hemennas ma vije adsavet, hogen ne voe graet nemet 272 vloaz diwezhatoc'h, e Sankt-Peterbourg bepred avat.
An advag
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h vloaz a voe ret evit sevel Shtandart, adalek 1993 pa voe treset betek 1999 pa voe moret er chanter-bigi Amiraliezh Petrovsky (Петровское Адмиралтейство).
Er bloaz 1988, Mirdi ar Peniti (Государственный Эрмитаж) Sankt-Peterbourg a c'houlennas digant an istorour Viktor Krainukov klask ditouroù evit sevel ul lunell eus lestr-amiral Pyotr Iañ, ar fourgadenn Shtandart.
E 1992, Vladimir Viatcheslavovitch Martous (Владимир Вячеславович Мартусь) a welas al lunell goude e studi e Skol-veur Teknikel ar Mor Stad Sankt-Peterbourg (Санкт-Петербургский государственный морской технический университет), ha kerkent e tivizas sevel un advag da Shtandart, gant ur bagad tud mennet. Ar gevredigezh Shtandat Project a luskas ar raktres, gant harp gouarnamantoù Rusia hag ar Rouantelezh-Unanet ; dre vesenerezh eus ar bed a-bezh ivez e voe arc'hantaouet.
Gant harp istorourien arbennik war ar sevel bigi e reas V. Martous tresoù an advag hag e tivizas e vije div rann el lestr : istorel hag a-vremañ. A-us pont ar c'hanolioù ez eus bet klasket chom an tostañ ma c'helled d'an aozadur orin : paol dre rod, stur, gwernioù, gwarioù, stramm link, skeulioù, skourilhoù, arrebeuri ha kanolioù.
-
Vladimir Martous gant lunell Shtandart, 12/03/1992
-
Pontoù ar fourgadenn nevez
V. Martous en devoa labouret e chanter Lelystad en Izelvroioù evit sevel advag ul lestr koshoc'h, ar galion St. Peter, a voe savet a-ratozh-kaer evit Gouelioù ar Mor e Douarnenez e 1992. Goude ar Gouelioù e voe gwerzhet al lestr evit arc'hantaouiñ ar sevel Shtandart ; gwelet e vez St. Peter dindan an anv Black Pearl er rummad filmoù Pirates of the Caribbean.
D'ar 4 a viz Du 1994 e voe staliet kein an advag ha boulc'het he sevel gant an hevelep hentenn hag an hevelep dafar hag a lestr-amiral orin : prenn eus koadeg Lindulovskaya nepell diouzh Rochtchino (Ро́щино) er gwalarn da Sankt-Peterbourg a voe implijet[2],[3].
-
04/11/1994 : staliañ ar c'hein,
-
22/12/1995 : o labourat bepred, -25°C
-
03/05/1998 : chaous ! Faziek eo an anv !
D'an 30 a viz Mae 1998 e voe badezet Shtandart dirak he zaou dad-paeron : ar priñs Andrew, dug York, ha Vladimir Ykovlev, gouarnour Sankt-Peterbourg.
D'ar 4 a viz Gwengolo 1999 e voe moret ar fourgadenn dirak un daou-ugent mil bennak a dud, dik el lec'h ma oa bet moret al lestr orin e 1703.
-
An diskenn war-du an Neva
Diechu e oa al labour avat ; ur bloavezh all a voe ret evit staliañ an ardivinkoù arnevez : an daou geflusker (svedat, evel un arouez a beoc'h), pentonioù an trelosk hag an dour, ar seizh kanol-saludiñ, ar binvioù elektronek hag all.
E deroù ar bloaz 2000, bloaz diwezhañ an XXvet kantved, e voe prest Shtandart da vont war vor.
Korvoiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An AMG Project Shtandart a gorvo al lestr hep pal kenwerzhel.
Tud a-youl-vat a ya da sevel ar skipalh ; stummet e vezont a-raok pep beaj.
E miz Even 2000 e voulc'has Shtandart he beaj kentañ etrezek ar broioù hag ar porzhioù a oa bet gweladennet gant Pyotr Iañ etre miz Meurzh 1697 ha miz Gwengolo 1698 da-geñver ar C'hannadur Meur (Великое посольство) ; desavadurel e oa bet beaj an tsar : studiañ stuzioù Europa ar C'hornaoueg ha deskiñ micherioù ha teknikoù talvoudus evit Rusia, ha diplomatel ivez : skoulmañ emglevioù gant Stadoù europat evit brezeliñ ouzh Turkia.
Goude ar veaj-se ne baouezas ket ar c'habiten Vladimir V. Martous da gas Shtandart hag ar skipailhoù a borzh da borzh.
- 2000 : Brest da-geñver Gouelioù ar Mor.
- Goañvezh 2001-2002 : Sant-Maloù e-pad pemp mizvezh da c'hortoz ma vije diskornet porzh Sankt-Peterbourg ; pa voe erru eno e voe lakaet da lestr-mirdi ha da lestr-skol etrebroadel.
- 2004 ha 2008 : Brest, Gouelioù ar Mor.
- Etre 2005 ha 2009 ez eo aet Shtandart meur a wech war ar stêr Neva e Sankt-Peterbourg evit kemer perzh er festival Алые паруса ("Lienoù skarlek"). E 2009 e kuitaas he forzh stag da ober tro Kab an Norzh da-gaout porzh Kirkenes e Norvegia.
- 2008 : Brest, Gouelioù ar Mor.
- 2012 : daouzek beaj en Europa, dre 54 forzh e 12 bro.
- 2013 : Rouen da-geñver an Armada.
- 2016 : Brest, Gouelioù ar Mor ; Rochefort e-pad m'edo ar fourgadenn Hermione o skeiñ war-du Brest ivez[4] ; Seta, festival Escale à Sète.
- 2017 : Le Havre, Les Grandes Voiles du Havre ; Baden, Gouelioù ar Pleg-mor ; Brest ; Falmouth ; Dublin ; Honfleur, Festival du cinéma russe à Honfleur.
- 2019 : Rouen, Armada ; reder el Liberty Tall Ships Regatta 2019.
- 2020 : Les Sables-d'Olonne, Vendée Globe.
- 2020 : Caen ; Konk-Kerne ; La Rochelle ; Klaipėda (Lituania).
En abeg d'ar c'hastizoù etrebroadel a zo bet enep Rusia da heul aloubadeg Ukraina d'ar 24 a viz C'hwevrer 2022 e voe berzet da Shtandart eoriañ en ur porzh europat ; aotreet e voe koulskoude da chom e La Rochelle d'an 8 a viz Even, en enep d'ar pempvet pakad kastizoù[5],[6]. D'ar 6 a viz Even avat e oa bet lazhet AIS ar fourgadenn evit na vezañ diskuliet, en enep d'al lezenn c'hall[7]. D'ar 16 a viz Even e skrivas un dilennad ukrainat da vaer La Rochelle evit enebiñ ouzh bezañs ul lestr rus er porzh[8].
- 2022 : Douarnenez, Gouelioù ar Mor, 14-17 a viz Gouhere. Ur paotr eus Douarnenez zo aet da vartolod war Shtandart[9].
- Nac'het e oa bet ehan Shtandart e meur a gêr en Europa hag e Bro'C'hall (Seta gant ar prefed, Bordèu gant aozerien ar gouel), eme ar c'habiten Martous — a zo rus-hag-ukrainat[10].
Sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a wezh ec'h eo bet implijet Shtandart er sinema.
- 2007 : Слуга государев Slouga gosoudarev "Servijour rieien", film rusat russevenet gant Oleg Ryaskov[11].
- 2011 : Записки экспедитора Тайной канцелярии Zapiski ekspeditora Taynoy kantselyarii "Notennoù kaser ar Burev kuzh", film ha stirad skinwel rusat sevenet gant Oleg Ryaskov[12].
- 2011 : Новая Земля Novaya Zemlya "Douar Nevez", film nederlandat sevenet gant Reinout Oerlemans[13].
- 2015 : Michiel de Ruyter, film nederlandat-ha-belgiat sevenet gant Roel Reiné[14].
- 2015 : Peter and Wendy, film skinwel saoz sevenet gant Diarmuid Lawrence[15].
- 2016 : 22 ángeles, film skinwel spagnol sevenet gant Miguel Bardem[16].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (ru) (en) (de) (no) (fr) (es) Lec'hienn ofisiel. Kavet : 04 Gouhere 2024.
- (en) Shtandart Homepage. Kavet : 18 Gouhere 2022.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) Schauffelen, Otmar. Chapman – Great Sailing Ships of the World. New York : Hearst, 2005, p. 294 (ISBN 978-1-58816-384-4)
- ↑ 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Schauffelen, Otmar. op. cit. p. 295.
- ↑ (ru) Kartenn.
- ↑ (fr) Sud-Ouest, 02/06/2016. Kavet : 18 Gouhere 2022.
- ↑ (fr) Le Figaro, 08/06/2022. Kavet : 18 Gouhere 2022.
- ↑ (fr) France 3 Nouvelle Aquitaine, 09/06/2022. Kavet : 18 Gouhere 2022.
- ↑ (en) VesselFinder. Kavet : 18 Gouhere 2022.
- ↑ (fr) ''Lizher Oleksiy Goncharenko. Kavet : 18 Gouhere 2022.
- ↑ (fr) Le Télégramme, 17/07/2022. Kavet : 18 Gouhere 2022.
- ↑ (fr) Le Télégramme, 16/07/2022.
- ↑ (en) 0476695
- ↑ (en) 1569334
- ↑ (en) 1911607
- ↑ (en) 2544766
- ↑ (en) 4051850
- ↑ (en) 5471634