Mont d’an endalc’had

Siegessäule

Eus Wikipedia
Siegessäule, Kolonenn an Trec'h, e Berlin

Siegessäule (Kolonenn an Trec’h) a zo ur golonenn bompad staliet e-kreiz ur c’horn-tro 5 straed e Berlin. Kreiz Tiergarten eo. Anvet eo ivez plasenn ar Steredenn Veur. En e lein ez eus un delwenn alaouret. Skeudenn doueez roman an trec’h (Viktoria hec’h anv) eo. Ur skeudennadur eus Alamagn prusian an eil Reich eo, pa zibune an arme eus straed ar 17 a viz Even betek Brandenburger Tor. Savet eo bet an delwenn e 1864 a-benn lidañ an trec’h war Danmark. Pa voe echu he sevel (1873) e oa bet trec’het ivez Bro-C’hall gant Prusia. Arouez an impalaerezh alaman neevz e oa d’ar mare-se. Hiziv an deiz ez eo deuet da vezañ lec’h emgav al Love Parade. E karter ar Reichstag e oa ar Sieggesaüle er penn-kentañ. E 1933 e voe diblaset war atiz an nazied ha staliet war blasenn ar Steredenn Veur. Ma vefe chomet e-kichen ar Reichstag e vefe bet distrujet, rak distrujet penn-da-benn e oa karter ar Reichstag e fin an eil brezel bed.