Sokotra
Neuz
Sokotra (sqt) ساقطْري Saqaṭri (ar) سُقُطْرَىٰ Suquṭrā | |
---|---|
12° 30′ 36″ N, 53° 55′ 12″ R | |
Melestradur | |
Riez | Yemen |
Rannvro | Hadhramaut |
Gouarnelezh | ʾArḫabīl Suquṭrā ("Enezeg Sokotra") |
Kêr-benn | Hadibu |
Douaroniezh | |
Hirder | 132 km |
Ledander | 50 km |
Gorread | 3 796 km² |
Uhelder | 0 m – 1 503 m |
Kern | Machanig |
Poblañs | 60 000 den |
Stankter | 16 den/km² |
Sokotra (arabeg : سقطرى Suquṭra) zo un enezeg e Republik Demokratel ha Poblel Yemen, e Meurvor Indez a-vaez da aod Somalia hag ur 189 milmor bennak (350 km) er su da ledenez Arabia.
Sokotra end-eeun eo anv an enezenn vrasañ a-bell ; peder enezenn vihanoc'h zo ivez, ha meur a enezennig.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bet un enezenn gristen e voe kemeret Sokotra gant muzulmiz arab er bloaz 639. Eno e rae moraerien Ledenez Arabia un ehan a-raok hedañ aod reter Afrika.
E 1505 e voe kemeret gant Portugaliz.
E 1886 e voe etre daouarn ar Rouantelezh-Unanet ha staget ouzh o zrevadenn en Aden betek 1967 pa voe krouet Republik Demokratel ha Poblel Yemen.
-
Ur wadi (stêr vareadek)
-
Dixam
-
Qlinsia
-
Nawjad
-
"Gwezenn-aerouant" (Dracaena cinnabari)
-
"Gwezenn-gokombrez" (Dendrosicyos socotrana)
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Sokotra an XIIvet kantved e c'hoarvez troioù-kaer ar vorlaerez Amina al-Sirafi :
- (en) Shannon Chakraborty, The Adventures of Amina al-Sirafi, HarperVoyager, 2023 (ISBN 978-0-00-838134-9)