Spencer (fuzuilh)
Fuzuilh Spencer | |
---|---|
Ur fuzuilh Spencer Model 1865 | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Fuzuilh |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre loc'henn-grogenn |
Munision | .50-56 Spencer |
Ijiner | Christopher Spencer |
Produer | Spencer Repeating Rifle Company |
Mare produiñ | 1860 - 1869 |
Skouerennoù produet | Wa-dro 200.000 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas | 4,100 kg |
Hirder | 1.200 mm (stumm fuzuilh) 997 mm (stumm karabinenn) |
Hirder ar c'hanol | 760 mm (stumm fuzuilh) 560 mm ha 510 mm (stumm karabinenn) |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 460 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | War-dro 300 m/s |
Endalc'h | Karger korzennek 7 kartouchenn el lamm |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar Spencer zo ur fuzuilh dezhi ul loc'henn-grogenn ijinet e 1860 gant Christopher Spencer, ha produet betek 1869. An arm-tennata kentañ kambret evit kartouchennoù metal e oa. Implijet e voe gant soudarded stadunanat da vare ar brezel diabarzh er bloavezhioù 1860.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet e voe ur breved war an arm e miz Meurzh 1860 gant Christopher Spencer, un armeurer en doa labouret en embregerezh Colt er bloavezhioù kent[1]. Dispac'hel e oa gwikefre ar fuzuilh Spencer, pa ne oa ket un-tenn, met pourveziet gant ur c'harger korzennek 7 kartouchenn en he lamm. Ul loc'henn-grogenn dindan an draen a lakae an douilhez da lammat kuit hag ur gartouchenn nevez da gemer he flas er gulasenn pa veze implijet[2]. Gwellaet e voe ar sistem c'hoazh a-drugarez d'ar boestoù metalek Blakeslee, a c'halle bezañ silet el lamm war-eeun o kargañ ar seizh kartouchenn war un dro[1]. Tri stumm nesañ eus an an arm a voe produet : ar fuzuilh, ur stumm karabinenn berroc'h[3], hag ur stumm fuzuilh heñvel a-walc'h evit an US Navy[4]. Kambret e oant holl evit munisionoù .50-56 Spencer enne poultr du hag ur vannadell ledan klasel d'ar mare-se.
Pa darzhas ar brezel diabarzh e miz Ebrel 1860 e voe bamet ofiserien 'zo en Norzh gant ar galloud-tan nevez a c'halle ar Spencer degas war an tachennoù-emgann : betek 21 tenn bep munutenn, e-lec'h 2 evit ur fuzuilh voutin d'ar poent-se. Abalamour da bennoù 'zo eus an arme bezañ mirour, hag aon gante e vije dispignet re a vunisionoù gant an arm nevez, ne voe ket prenet fuzuilhoù Spencer a-yoc'h gant an arme. Miliadoù a ofiserien hag a soudarded a zivizas neuze prenañ an arm gant o arc'hant dezhe, ha reuz a reas ar Spencer a-enep e-mesk soudarded Stadoù Kengevreet Amerika, e emgannoù Hoover's Gap (miz Even 1863) pe Falling Waters (13-16 a viz Gouere 1863) da skouer[1].
Er memes bloavezh e voe amprouet ar fuzuilh Spencer gant ar prezidant stadunant Abraham Lincoln e-unan[2]. Kendrec'het e voe gant an arm, hag adalek ar poent-se e voe urzhiet miliadoù a skouerennoù anezhañ evit an arme pe ar milisoù. Goude ar brezel e voe startoc'h ar jeu evit ar Spencer Repeating Rifle Company. Freuz-stal a reas e 1869, ha prenet e voe e stokoù gant an embregerezh Winchester[1]. Implijet e voe c'hoazh ar fuzuilhoù Spencer er brezelioù amerindian.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (fr) LESPART Michel, Les armes de la conquête de l'Ouest, Jean Dullis Éditeur, 1975, p. 122-132
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 120-121
- ↑ (fr) Carabine Spencer Mle 1860, war Arme et Passion (lennet d'ar 07/10/2024)
- ↑ (fr) Spencer Navy, war Arme et Passion (lennet d'ar 07/10/2024)