Mont d’an endalc’had

Sukellos

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Nantosuelta ha Sucellus e Sarrebourg

Sukellos a oa unan eus doueoù ar Gelted kozh. E anv a voe kavet war unnek enskrivadur latin, d'an nebeutañ, dindan ar furm Sucellus (Sucellos a-wezhioù) dasparzhet en darn vrasañ eus Galia roman, ma tenne d'an Dagda enoret gant Kelted Iwerzhon, ha da Silvanus ivez. Nantosuelta e oa e wreg.

Derc'hennadurioù hag arc'hwelioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barvek eo, kreñv, ha diskouezet gant ur penngab, bragoù ha botoù. Gwiskañ a ra kroc'hen ur bleiz war e benn, e-barzh e zorn kleiz ur mell e droad hir, hag e-barzh e zorn dehou ur gaoter pe ur pod (olla e latin).

Ar mell hag ar gaoter a laka da soñjal e perzhioù an doue iwerzhonat Dagda, « an doue mat ». Diskouez a ra ar gaoter ez eo Sukellos ur skuilher boued. Ur madoberour eo, keñveriet gant an Natur vrokus, met pa c'hell lakaat an dud d'ar marv e voe nepred tostaet ouzh an Ankoù. Hervez Paul-Marie Duval e kaver dezhañ perzhioù Dis Pater, Pluton, doue an Ifernoù (Rex Infernus).

Ober a ra Caius Julius Caesar gantañ un doue broadel, tad gouenn ar C'halianed[1].

Enskrivadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War un enskrivadur kavet en Augusta Rauricorum (Augst bremañ) eo lakaet Sukellos evel kevatal da Silvanus[2].

In honor(em) /
d(omus) d(ivinae) deo Su /
cello Silv(ano) /
Spart(us) l(ocus) d(atus) d(ecreto) d(ecurionum)

Diwar un delwennig kavet e bro Narbona e weler an sinkretegezh graet gant an doue Silvanus ivez.

Bez' e c'heller kompren er wrizienn c'halianek 'cellos' evel en un deveradur eus ar rakindezeuropeg *-kel-do-s a gaver er ger latin per-cellere ("skoer"), en henc'hresianeg klao ("regiñ"), el lituaneg kálti ("goveliañ")[3]. Talvezout a ra ar rakger su- da "mat" hag e vez kavet e meur a anv galianek. Troet e vez Sukellos gant 'Ar Skoer mat' peurvuiañ.

Kavout a ra gwelloc'h ar geltiegourez Blanca María Prósper treiñ he sell ouzh ar rakindezeuropeg *kel- "gwareziñ" ken e talvezfe *su-kel-mó(n) da "bezañ gwarezet mat" pe *su-kel-mn-o- da "gwarezer mat". Kavout a ra dezhi e c'heller soñjal en doue hindou Suśarman-[4].

Sukellos e Mirdi broadel hendraouriezh Saint-Germain-en-Laye

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Delamarre, Xavier (2003). Dictionnaire de la Langue Gauloise (2l emb.). Paris: Éditions Errance. ISBN 2-87772-237-6.
  • Deyts, Simone, ed. (1998). À la rencontre des Dieux gaulois, un défi à César. Paris: Réunion des Musées Nationaux. ISBN 2-7118-3851-X.
  • Duval, Paul-Marie (1993) [1957]. Les dieux de la Gaule. Paris: Presses Universitaires de France / Éditions Payot.
  • Heichelheim F. M., Housman J. E., Sucellus and Nantosuelta in Mediaeval Celtic Mythology. In: L'antiquité classique, Levrenn 17, teskad. 1, 1948. Miscellanea Philologica Historica et archaelogia in honorem Hvberti Van De Weerd. pp. 305–316. [DOI: https://doi.org/10.3406/antiq.1948.2845] www.persee.fr/doc/antiq_0770-2817_1948_num_17_1_2845
  • Jufer, Nicole; Luginbühl, Thierry (2001). Répertoire des dieux gaulois. Paris: Éditions Errance. ISBN 2-87772-200-7.
  • Reinach, Salomon (1922). Cultes, mythes et religions. Paris E. Leroux.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. De Bello Gallico, VI, 17-18)
  2. L'Année épigraphique, 1926
  3. Delamarre (2003), p. 113.
  4. Prósper, Blanca María (2015). "Celtic and Non-Celtic Divinities from Ancient Hispania: Power, Daylight, Fertility, Water Spirits and What They Can Tell Us about Indo-European Morphology". The Journal of Indo-European Studies. 43 (1 & 2): 35–36.