Mont d’an endalc’had

Tarama

Eus Wikipedia

An tarama zo boued eus Gres ha Turkia[1] graet gant had pesked (meilhed, morued pe karped), laezh, chug sitroñs, eoul ha minvig bara. Kantalc'h spoumek zo gantañ, ha ledet e vez war un tamm bara pe un dra gevatal evel blini.

Dont a ra e liv roziet eus an had meilhed pe ul livuzenn bennak evel an E120 hag a zeu eus an amprevan Dactylopius coccus.

Mogedet e vez an tarama a gaver er stalioù pe er pretioù peurliesañ, met bez ez eus tarama ha n'eo ket mogedet.