The Vikings
The Vikings (Ar Vikinged e brezhoneg) zo ur film troioù-kaer hag istorel, sevenet gant ar filmaozour stadunanat Richard Fleischer, hag a oa deuet e-maez d'an 11 a viz Mezheven 1958 e New York. Goude bezañ deuet e-maez d'an 28 a viz Mezheven er Stadoù-Unanet a-bezh, ne voe nemet d'ar 15 a viz Kerzu da-heul ma c'hallas an arvestourien arvestiñ ouzh ar film e Bro-C'hall.
Azasaet e oa bet ar senario gant Dale Wasserman ha Calder Willingham diwar ar romant The Viking (1951) gant ar skrivagner stadunanat Edison Tesla Marshall.
Troet e oa bet film e Norvegia nemet darvoudoù argadenn kastell Aella a voe savet e Roc'h Goueon (Plevenon).
Ar film-mañ hag a bad kant c'hwezek munutenn a oa bet savet ar sonerezh anezhañ gant ar sonaozour italian Mario Nascimbene.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En dekvet kantved emeur ha dont a ra ar Vikinged da blantañ freuz ha reuz war aodoù Bro-Saoz ingal. Lazhañ roue ar vro a ra Ragnar, roue ar Viginked, ha gwallañ e wreg. Genel a ra homañ ziwezhañ ur mab, Erik e anv, hag a vo paket ha desavet evel sklav gant ar Vikinged. Deuet d'e oad gour e tal ouzh Einar, mab Ragnar, o tizremmañ anezhañ goude teuler e falc'hun outañ. Un tamm diwezhatoc'h ez eo skrapet Morgana (danvez rouanez Bro-Saoz) gant Einar a glask he lubaniñ. En aner dre m'eo-hi sodet gant... Erik.
Roll ar gomedianed pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kirk Douglas : Einar, mab Ragnar,
- Tony Curtis : Erik, sklav ha laeradenn Ragnar,
- Ernest Borgnine : Ragnar, ar roue viking,
- Janet Leigh : Morgana, danvez pried ar roue saoz Aella ha piket he c'halon gant Erik,
- Orson Welles : an daneveller (eilmouezhiet gant Yves Montand en doare gallek).
Evit da Ernest Borgine bezañ ur miz yaouankoc'h eget Kirk Douglas e oa bet fiziet ennañ roll Ragnar, tad Einar.
Da-geñver ar film-mañ en devoa adkavet Kirk Douglas Richard Fleischer, pevar bloaz goude 20,000 Leagues Under the Sea.
E 1960 e troio Kirk Douglas en-dro gant Tony Curtis, en ur film savet gant Stanley Kubrick ar wech-mañ : Spartacus.