Mont d’an endalc’had

Timbroù Mervent Afrika

Eus Wikipedia

Melestradurezh eus Alamagn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr 1897
Ar vag Hohenzollern, 1906

Pa daoler ur sell ouzh kartenn Impalaeriezh trevadennel Alamagn a-raok ar Brezel-bed kentañ e komprener e voe a-bouez an drevadenn, ken bras e oa an tiriad lec’hiet e Su Afrika, etre tiriadoù dindan dalc’h ar Saozon (Bechuanaland ha Suafrika), ha trevadenn Portugal en norzh (Afrika ar C’hornôg portugalek a yelo da vezañ Angola). Aloubet e voe da gentañ rannvro Lüderitz e 1884, ha tamm-ha-tamm ar peurrest eus ar vro a voe anvet Mervent Afrika Alaman (Deutsch-Südwestafrika pe DSWA en alamaneg).

Istor ar postoù a grog d’ar 7 a Gouere 1888 e Otjimbingwe gant ur servij dasparzh lizhiri gant timbroù alaman, kachedet gant ur siell OTYIMBINGUE. Mod-se e kendalc’has da vont en-dro, ha digoret e voe burevioù-post nevez e Windhoek (1891) ha Swakopmund (1895).

Timbroù boutin Alamagn a voe implijet adalek miz Mae 1897, warno un dreistmoulladur Deutsch- / Südwest-Afrika a-viziez. Cheñchet e voe d’ar 15 a viz Du 1898 dre dennañ ar varrennig-stagañ : Deutsch- / Südwestafrika. E 1900 e teuas er-maez ur rummad a voe implijet en holl drevadennoù alaman hag a voe badezet Yacht SMY Hohenzollern II, diwar anv bag an tiegezh o ren en Alamagn abaoe 1878. Adembannet e voe war baper gant ur rouedigell goude 1906.34 pezh a voe moullet, dezho ur stumm bihan pe vrasoc’h evit ar re uhel o friz.

Ne voe ket lakaet e gwerzh er vro an timbr 3 Mark avat, ha nebeut implijet e Mervent Afrika an timbroù dezho un talvoud-gwerzh uhel, e fin ar brezel, pa oa bet tennet an tiriadoù tramor diouzh un Alamagn bet trec’het. Rouez int bremañ neuze, ker-ruz o friz, met da ziwall zo rak kachedoù faos a vefe bet implijet evit touellañ an dastumerien timbroù.

Melestradurezh eus Unvaniezh Suafrika

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr 1937

Aloubet e voe Mervent Afrika alaman gant arme Unvaniezh Suafrika e 1914-15. E 1922 e voe fiziet enni gant Kevredigezh ar Broadoù ar garg da verañ ar vro anvet South West Africa pe Zuidwest Afrika e nederlandeg pe Suidwes Afrika en afrikaneg. E-touez ar c’hiriegezhioù edo servij ar Postoù hag an embann timbroù da vezañ implijet er vro. Timbroù Unvaniezh Suafrika a voe implijet etre 1914 ha 1923. Er bloaz-se e voent dreistmoullet gant anv an tiriad e saozneg pe e nederlandeg, met e-lec'h skrivañ anezhañ div wech e oa bet divizet gant ar velestradurezh embann daou rummad timbroù.

E 1931 e teuas er-maez timbroù a roe deomp da welout gweledvaoù heverk ar vro : Bae Lüderitz, Waterberg, ti ar Gouarnour e Windhoek… Goude an Eil Brezel-bed ec’h embannas Aozadur ar Broadoù Unanet e rankfe Mervent Afrika tapout statud un "United Nation Trust Territory", evit bezañ kaset war hent an dizalc’hidigezh. Nac’het groñs e voe gant Suafrika a soñje stagañ an tiriad ouzh e hini. E 1966 e teuas Unvaniezh Suafrika da vout Republik Suafrika, ha tra ma lenner RSA war dimbroù ar Stad-se e veze implijet al lizherennoù SWA (adal 1967) war re Mervent Afrika, aes da gompren koulz gant ar saoznegerien hag gant ar re a gomz afrikaans, ar re-se o vezañ minorelezhioù e-touesk ur boblañs a ra bemdez gant ur yezh afrikan (oshiwambo da skouer).

Tost heñvel eo an timbroù embannet e RSA hag e SWA : ar rummad timbroù boutin Fleurennoù liesliv zo embannet e 1973 war an hevelep patrom. Disheñvel int a-wechoù koulskoude : ur rummad a ginnig livadurioù e mougevioù ragistorel (1974).

Emañ Gouarnamant Pretoria er wask avat, ha pa vefe e-barzh Mervent Afrika (brezel-diabarzh gant ar SWAPO) pe dirak votadegoù Aozadur ar Broadoù Unanet evit dieubiñ ar vro, pezh ar c’hoarvezo dre ret deiz pe zeiz.

Gweledva e Mervent Afrika (1973)

Gant al lizherennoù SWA e voe embannet kalzig rummadoù timbroù etre 1967 ha 1989, warno skeudennoù loened ha plant ar vro, savadurioù istorel, lec’hioù touristel…

Dizalc’h eo Mervent Afrika abaoe 1989 dindan anv Namibia.

Adembannet e voe ar rummad "mein ha kailh" moullet e 1989 gant SWA hogen gant an anv NAMIBIA hag ur cheñchamant bihan : un timbr "Willemit" a gemer lec’h hini "Kuprit". N’eus mui netra e nederlandeg war an timbroù hiviziken.