Timbroù Tiriad an Alawited
Ur rannvro eus Siria eo Tiriad an Alawited, bevennet gant Hatay (e su Turkia) ha Liban.
Melestradurezh gall ar postoù he doa digoret ur burev eno e 1852. E dibenn ar Brezel-bed kentañ eo dismantret an Impalaeriezh otoman hag eo fiziet an tiriad d’ar Frañs gant Kevredigezh ar Broadoù, evel ar peurrest eus Siria.
E 1925 e teu er-maez timbroù gall Dreistmoullet gant an anv ALAOUITES e galleg hag en arabeg, gant prizioù e piastr. Nebeut war-lerc’h e vez implijet timbroù Siria 1925 gant an hevelep dreistmoulladur divyezhek. 17 timbr zo embannet evit ar potst-dre nij, soulgarget gant tresadenn ur c’harr-nij.
Dont a ra Tiriad an Alawited da vezañ ur republik emren e 1930 dindan anv Latakia, porzh brasañ ar rannvro. Timbroù sirian dreistmoullet LATTAQUIE e lizherennoù latin hag en arabeg zo moullet adalek miz Gouere 1931.
D’an 28 a viz C’hwevrer 1937 eo staget an tiriad ouzh Siria ha timbroù ar Stad-se a vez implijet bremañ hep an disterrañ meneg ispisial.