Mont d’an endalc’had

Tour-tan Penn-Maen

Eus Wikipedia
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL


Tour-tan Penn-Maen
Map
Lec’hGroe, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ47° 38′ 51″ N 3° 30′ 33″ W / 47.6475, -3.5092
Tour
Savet1836 Edit this on Wikidata
Emgefreekaet2003 Edit this on Wikidata
Uhelder27,66 milimetr Edit this on Wikidata
Statud gladelmonumant istorel enskrivet Edit this on Wikidata
Gweladenniñne reer ket
Annezetya
Gouloù
Enaouet evit ar wech kentañ1839 Edit this on Wikidata
Uhelder fokalenn60 metr Edit this on Wikidata
Diraez29 mil-mor Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalFl(4) W 25s Edit this on Wikidata

Tour-tan Penn-Maen a zo un tour-tan e beg kornôg enez Groe. Kroget e voe d’e sevel e 1836 ha lakaet e voe da vont en-dro e 1839.

Tour-tan galloudusañ aodoù departamant ar Mor-Bihan eo hini Penn-Maen ha gwelet e vez e c'houloù betek 29 mil (54 km). Gwarded zo ennañ.

Da vare an Dispac'h Gall dija e oa bet c’hoant da sevel un tour-tan eno, da heñchañ ar bigi da vont da borzh an Oriant. Labourioù a voe boulc’het e 1794 met kouezhañ a reas ar gurun war ar savadur ha paouezet e voe. E 1829 hag e 1834 adarre e voe goulennet gant ministr ar verdeadurezh ma vije savet un tour-tan.

Ur raktres a voe saveet e 1835 ha kroget e voe gant ar chanter e 1836. Adalek 1839 ez eas an tour-tan en-dro, gant eoul da gentañ ha gant gaz eoul da c’houde. Ouzh troad an tour ez eus un ti gant div gambr ha salioù ar mekanikoù. E 1927 e voe lakaet ouzhpenn ur c’horn-boud, en ur savadur all, tostoc’h d’an tornaod.

Ul lodenn vat eus aod Groe, er c’hreisteiz, zo e dalc’h Mirva an Aodoù[1]. E-touez douaroù Mirva an Aodoù emañ beg kornôg an enezenn, el lec’h m’emañ an tour-tan. Eno e vez gwarezet ar plant hag an evned.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.