Mont d’an endalc’had

Verb amdranzitivel

Eus Wikipedia
verb amdranzitivel
Iskevrennad eusverb Kemmañ
Dezverket dreintransitive Kemmañ
Entry in abbreviations tableف ل Kemmañ
Enebet ouzhverb tranzitivel Kemmañ

Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb amdranzitivel pe verb gwan evit komz eus ur verb gant un arguzenn nemet, ar rener (fiz = 1), da lâret eo n'hall ket bezañ implijet gant ur renadenn, da skouer.

  • "mervel"
  • "kousk"

An tu-gouzañv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'hall ket ar verboù amdranzitivel bezañ implijet en tu-gouzañv en un doare rik, daoust ha ma c'heller sevel frazennoù en tu-gwan ambersonel diwarne e yezhoù 'zo, da skouer en izelvroeg. Pa vez treuzfeurmet ur frazenn enni ur verb tranzitivel en tu-gouzañv e teu da vezañ ur verb amdranzitivel dre ma teu ar renadenn eeun da gemer plas ar rener er frazenn en tu-gouzañv.

Verb tranzitivel-amdranzitivel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E yezhoù 'zo e kaver ivez verboù tranzitivel-amdranzitivel a c'hell bezañ implijet evel verboù tranzitivel pe evel verboù amdranzitivel, da skouer:

  • "Lenn"
Amdranzitivel: "O lenn emaon"
Tranzitivel: "O lenn ul levr emaon"

Brizhrenadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E meur a yezh, ar saozneg en o zouez, e c'hell ul lodenn eus ar verboù amdranztivel pe an holl anezhe bezañ implijet gant brizhrenadennoù pe renadennoù meizadek (e saoz. cognitive objects) savet diwar an hevelep gwrizienn evit ar verb e-unan, da skouer:

  • "to sleep" ("kousk")
Renadenn ebet: "He slept" ("Kousk a reas")
Brizhrenadenn: "He slept a troubled sleep" = "He slept, and his sleep was troubled" ("Diaes e kouskas" / "Diaes e oa e gousk")

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]